Doue an Tad : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 15:
===Doue an Tad er Bibl===
 
An holl avielerien ne seblantont ket reiñ ar memes pouez da dadelezh an aotrou Doue : pemp gwezh nemetken e vez graet anv anezhi en [[Aviel Mark|Aviel hervez sant Mark]]. An [[Aviel Luk|Aviel hervez sant Luk]] a ra anv anezhi nemet e bugaleaj Jezuz hag en e [[Pasion vras|Basion vras]]. Anv a zo bet graet eus tadelezh Doue e-pad parabolenn ar mab prodig memes tra. Skridoù sant Yann an avieler eo a ro ur plas bras da dadelezh an aotrou Doue : c'hwezek gwezh e ra anv anezhi en e ziv lizher. E-barzh [[Aviel Yann|an aviel hervez sant Yann]], an tadelezh a zo ur mennozh diorroet ken-ha-ken, livet eo-hi evel ur gwir adopsion a laka an holl-Gristenien da gemer lod enni, dre ar badeziant ha Jezuz, evit ur ganedigezh nevez hag a zigor anezho da Zoue an Tad.
 
Tadelezh an aotrou Doue a zo sevenet-tre er bedenn "Hon Tad". Kelennet a zo bet ar bedenn-mañ d'an diskibien digant Jezuz. E-serr ober an dra-se, diskouez a rae pegen a-bouez-bras eo an tadelezh evit gouzout e vez an aotrou Doue ur boud hag a zo un dreinded.