Diforc'hioù etre adstummoù "Robert Morton Nance"

1 904 okted ouzhpennet ,  15 vloaz zo
D
Reverted edits by Csefvrez (talk) to last version by 83.50.171.229
D (Reverted edits by Csefvrez (talk) to last version by 83.50.171.229)
{{peurunvan}}
 
Unan eus adsaverien ar [[kerneveureg|c’herneveg]] e voe '''Robert Morton Nance''' (1873-1959).
 
Ganet e voe e [[Kerdiz]], e [[Kembre]], en ur familh eus [[Kerne-Veur]]. Goude studioù uhel e Bro-Saoz hag e Pariz ez eas da Gerne-Veur da chom e [[1906]] hag eno e reas e annez e kêriadenn [[Nankledra]] etre [[Pennsans]] ha [[Porth Ia]].
 
A-gevret gant [[Henry Jenner]] e savas an ''Old Cornwall Society'' (Kowethas Kernow Goth), ur gevredigezh evit plediñ gant yezh ha sevenadur dibar Kerne-Veur, e Porth Ia, e [[1920]]. Pevar bloaz war-lerc’h e oa meur a ''Old Cornwall Society'' dre ar vro ha savet e voe ar ''[[Federation of Old Cornwall Societies]]''. Pennskrivagner ar gelaouenn ''Old Cornwall/Kernow Goth'', embannet gant ar gevredigezh, e voe e-pad meur a vloaz.
 
Morton Nance a voe ivez unan eus saverien [[Gorseth Kernow]], un ensavadur barzhed ha drouized krouet war skouer ''Gorsedd Kembre''.
 
Anavezet eo dreist-holl abalamour d’e levr ''Cornish for all'', un hentenn evit deskiñ kerneveureg, en doa desket e-unan gant levr Henry Jenner, ‘’A handbook of the Cornish language’’ a oa deuet er-maez e deroù an [[XXvet kantved]]. E [[1955]] e teuas er-maez e [[geriadur|c’heriadur]] kerneveg-saozneg, a voe e-pad pell ur geriadur dave evit ar c’herneveureg. A-hed e vuhez e savas c’hoazh meur a skrid all er yezh-se.
 
Mervel a reas e [[Heyl]] d’an [[28 Mae|28 a viz Mae]] [[1959]].
 
==Labourioù==
 
''Cornish for all''': A guide to unified Cornish.
(1929, Federation of Old Cornwall Societies ; adembannet meur a wech war-lerc’h).
 
'''Cornish-English Dictionary'''.
(1955, Federation of Old Cornwall Societies).
 
 
[[Rummad:Ganedigezhioù 1873|Morton Nance, Robert]]
[[Rummad:Marvioù 1959|Morton Nance, Robert]]
[[Rummad:Yezhoniourien Kernev-Veur|Morton Nance, Robert]]
[[ca:Robert Morton Nance]]
[[en:Robert Morton Nance]]
[[kw:Robert Morton Nance]]
221

modification