Bartolomeu Dias : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: ro:Bartolomeu Diaz, zh:迪亞士
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
<!--etrewiki-->
<!--rummadoù-->
[[Rummad:Ganedigezhioù 1450|Dias, Bartolomeu]]
[[Rummad:Marvioù 1500 |Dias, Bartolomeu]]
[[Rummad:Ergerzherien bortugalat|Dias, Bartolomeu]]
[[Rummad:Tud|Dias, Bartolomeu]]
 
 
[[Skeudenn:Bartolomeu dia cape of good hope.jpg|thumb|200px|right|Bartolomeu Dias o tremen hebiou [[Kab ar Spi Mat]]]]
'''Bartolomeu Dias''' (war-dro [[1450]] - [[29 Mae|29 a viz Mae]] [[1500]]) a oa ur moraer hag un ergerzher genidik eus [[Portugal]]. Merdeiñ a reas betek [[Kab ar Spi Mat]], e penn suañ [[Afrika]], e [[1488]]. Moarvat e oa an [[Europad]] kentañ oc’h ober kement-se.
 
En [[1481]] e oa bet Bartolomeu Dias gant [[Diogo de Azambuja]], betek [[Aod an Aour]] ([[Ghana]] hiziv). Ur marc’heg e lez ar roue e oa Dias, merour meur sanailhoù ar roue ha mestr war al lestr ''São Cristóvão''. Gant ar roue [[João II]] e voe anvet, d’an [[10 Here|10 a viz Here]] [[1486]], da gemer penn un ergerzhadenn a-hed aodoù Afrika, a-benn ober tro ar c’hevandir ha kavout un hent mor da vont betek [[Azia]]. Unan eus palioù ar veaj a oa ivez kavout bro ur roue kristen lesanvet an [[Tad Yann]], a oa bet klevet komz diwar e benn gant an ergerzher [[João Afonso de Aveiro]]. Ma oa ur rouantelezh kristen en Afrika e felle da Bortugaliz mont e darempred ganti.
 
Prientiñ a reas Dias e veaj e-pad meur a viz ha kuitaat a reas [[Lisbon]] e miz Eost [[1487]] gant tri lestr, div [[karavellenn|garavellenn]] hanter-kant tonell hag ur vag all da gas ar pourvezioù. E-touez an dud all a oa asambles gantañ e c’heller menegiñ anvioù [[Pêro de Alenquer]], a zanevellas beaj kentañ Vasco da Gama, ha breur Bartolomeu, [[Pêro Dias]], a oa e penn an trede bag. Ganto ivez e oa daou Afrikan ha peder Afrikanez, a c’hellfe talvezout dezho da lomaned pe da jubennourien el lec’hioù ma vefe douaret ganto.
 
Bartolomeu Dias a reas gouel war-zu genoù ar stêr [[Kongo (stêr)|Kongo]] a oa bet ergerzhet er bloavezh a-raok gant [[Diogo Cão]] ha [[Martin Behaim]]. Goude-se e voe hedet aod Afrika ganto, hag en em gavout a rejont e [[Bae Walvis]]. Kollet e voe ar gwel eus an douar ganto goude-se ha tapet e voent gant ur gorventenn spontus a badas 13 devezh hag a gasas al listri pell war-zu ar su. Pa teuas an amzer sioul en-dro ez ejont war-zu ar reter da gentañ ha war-zu an norzh adarre. En em gavout a rejont en aod d’an [[3 C'hwevrer|3 a viz C’hwevrer]] [[1488]], en ur bae a zo anvet bremañ [[Mossel Bay]]. En em gavet e oant er reter d’ar beg suañ en Afrika.
 
E miz C’hwevrer [[1488]] e voe hedet an aod ganto, war-zu ar reter. Pa voe sklaer dezhañ e oa tu da c’hoari an dro da Afrika ha da genderc’hel evel-se war-zu [[Indez]] e tivizas Dias mont war e c’hiz. War e hent distro e welas [[Kab ar Spi Mat]], e miz Mae. Erruout a reas e Lisbon e miz Kerzu 1488, goude ur veaj 16 miz hanter.
 
Ar c’hab a anver bremañ [[Kab ar Spi Mat]] a voe badezet gantañ "Kab ar C’horventennoù" (''Cabo das Tormentas''), abalamour d’an amzer fall en doa kavet eno. Adanvet e voe ''Cabo da Boa Esperança'' (''Kab ar Spi Mat''), diwezhatoc’h, gant ar roue João II, dre ma oa bet digoret eno un hent war-zu ar reter. Ur gavadenn a bouez e oa an hent-se : evit ar wech kentañ e c’helle tud Europa ober kenwerzh gant [[Indez]] hag Azia hep rankout tremen dre ar Reter Nesañ. Kement-se a lakaas ar c’henwerzh dre ar [[Meurvor atlantel|Mor Atlantel]] da greskiñ. Er c’hantvedoù war-lerc’h e kreskas ivez kenwerzh ar broioù eus arvor ar Mor Atlantel hag e tigreskas hini broioù ar [[Mor Kreizdouar]] hag ar [[Reter Nesañ]].
 
E [[1497]] ez eas Dias da-heul [[Vasco da Gama]], en e veaj da Indez. Mont a reas ivez da-heul [[Pedro Álvares Cabral]] war ar [[Meurvor atlantel]], en ur veaj ma voe kavet [[Brazil]] ganto e [[1500]]. Mervel a reas war vor, er-maez da Gab ar Spi Mat : e vag a reas peñse war an aod e-kichen ar beg-douar en doa diskrivet da dud Europa.
 
 
==Liamm diavaez==
* [http://www.newadvent.org/cathen/04775b.htm Catholic Encyclopedia]
 
[[ar:بارثولوميو دياز]]
[[bs:Bartolomeu Dias]]
[[de:Bartolomeu Diaz]]
[[en:Bartolomeu Dias]]
[[es:Bartolomeu Dias]]
[[et:Bartolomeu Dias]]
[[fa:بارتولومئو دیاس]]
[[fi:Bartolomeus Diaz]]
[[fr:Bartolomeu Dias]]
[[he:בארתולומיאו דיאס]]
[[hr:Bartolomeu Dias]]
[[io:Bartolomeu Dias]]
[[it:Bartolomeu Dias]]
[[ja:バーソロミュー・ディアス]]
[[nl:Bartolomeus Diaz]]
[[no:Bartolomeu Dias]]
[[pl:Bartolomeu Diaz]]
[[pt:Bartolomeu Dias]]
[[ro:Bartolomeu Diaz]]
[[ru:Диаш, Бартоломеу]]
[[simple:Bartolomeu Dias]]
[[sv:Bartolomeu Diaz]]
[[tr:Bartolomeu Dias]]
[[zh:迪亞士]]