IXvet kantved : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot Ouzhpennet: an, ga, gd, gl, ksh
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
<center>{{Iañ milved kt JK}} | '''{{Iañ milved}}''' | {{Eil milved}}</center>
 
<center>[[IVe kantved|../..]] | {{VIIvet kantved}} | {{VIIIvet kantved}} | '''{{IXvet}} kantved''' | {{Xvet kantved}} | {{XIvet kantved}} | [[XIVvet kantved|../..]]</center>
 
<center>
[[Bloavezhioù 800]] | [[Bloavezhioù 810]] | [[Bloavezhioù 820]] | [[Bloavezhioù 830]] | [[Bloavezhioù 840]]<br />
[[Bloavezhioù 850]] | [[Bloavezhioù 860]] | [[Bloavezhioù 870]] | [[Bloavezhioù 880]] | [[Bloavezhioù 890]]
</center>
 
<center>
{| border="0" cellspacing="5"
|-----
| [[801]] || [[802]] || [[803]] || [[804]] || [[805]]
| [[806]] || [[807]] || [[808]] || [[809]] || [[810]]
|-----
| [[811]] || [[812]] || [[813]] || [[814]] || [[815]]
| [[816]] || [[817]] || [[818]] || [[819]] || [[820]]
|-----
| [[821]] || [[822]] || [[823]] || [[824]] || [[825]]
| [[826]] || [[827]] || [[828]] || [[829]] || [[830]]
|-----
| [[831]] || [[832]] || [[833]] || [[834]] || [[835]]
| [[836]] || [[837]] || [[838]] || [[839]] || [[840]]
|-----
| [[841]] || [[842]] || [[843]] || [[844]] || [[845]]
| [[846]] || [[847]] || [[848]] || [[849]] || [[850]]
|-----
| [[851]] || [[852]] || [[853]] || [[854]] || [[855]]
| [[856]] || [[857]] || [[858]] || [[859]] || [[860]]
|-----
| [[861]] || [[862]] || [[863]] || [[864]] || [[865]]
| [[866]] || [[867]] || [[868]] || [[869]] || [[870]]
|-----
| [[871]] || [[872]] || [[873]] || [[874]] || [[875]]
| [[876]] || [[877]] || [[878]] || [[879]] || [[880]]
|-----
| [[881]] || [[882]] || [[883]] || [[884]] || [[885]]
| [[886]] || [[887]] || [[888]] || [[889]] || [[890]]
|-----
| [[891]] || [[892]] || [[893]] || [[894]] || [[895]]
| [[896]] || [[897]] || [[898]] || [[899]] || [[900]]
|}
</center>
 
Gwelet ivez : [[Roll ar C'hantvedoù]], [[Sifroù roman]]
----
D'ar {{1añ Genver}} [[801]] e krog an '''{{IXvet}} kantved''' hag echuiñ a ra d'an [[31 Kerzu]] [[900]].
 
 
[[Skeudenn:Dish from 9th century Iraq.jpg|thumb|right|250px|En [[Iraq]] en {{IXvet}} kantved eo bet savet ar plad priaj-mañ. Miret eo er [[Smithsonian Institute]] e [[Washington (DK)]]]]
 
 
== Darvoudoù==
===Afrika===
* [[800]]-[[909]] : Ren a ra an [[Aghlabided]] evel un diernelezh dizalc'h e Norzhafrika.
* Degemeret an Islam gant ar [[Berbered|Verbered]].
* En em staliañ an [[Arabed]] a-hed aodoù [[Somalia]] ha treiñ a reont d'an Islam ar pobladoù a orin [[hamitek]].
* Emren an eil eus egile eo ar [[kontouer|c'hontouer]]où kenwerzhel bet krouet adal an {{VIIIvet kantved}} etre [[Mogadiscio]] ha [[Sofala]] gant [[muzulman]]ed genidik eus [[Arabia]] ha [[Persia]]. Kevezerezh zo etrezo.
* Kenwerzhourien [[muzulman|vuzulman]] en em stailh e gwalarn ha gevred [[Madagaskar]].
* Aloubiñ a ra ar [[Bedjaed|Vedjaed]] norzh [[Etiopia]]. Diouzh an [[istorour]] arab [[Yaqoubi]] eo bet krouet ganto etre [[Assouan]] hag [[Etiopia]] rouantelezhioù [[Naqiq]], [[Baklin]], [[Bazen]], [[Giarin]] ha [[Kata'ah]]. Roudoù o deus laosket e barzhoniezh norzh Etiopia, m'eo heverk perzh ar meuriad Rom. Da get e vijent aet da-heul ur maread galloudek a-walc'h. Dedennus eo ar bezioù chomet war o lerc'h. Eñvor o finvidigezh zo bet miret ivez.
* Bog armerzhel ha [[milour]]el rouantelezh kristen [[Nubia]]. ([[Marevezh kentañ istor Soudan]])
* Etre an {{IXvet}} hag an {{XIIIvet kantved}}, en em stailh pobladoù a orin chona ([[Bantou]]) war an douaroù ac'hubet gant mengleuzerien [[batonga]], e [[Rodezia]]. Gant ar [[Chonaed]], bet sujet ar vengleuzerien, e vije bet savet kêr [[Zimbabwe]] da gentañ.
* En em stummañ a ra ar rouantelezh [[Tekrour]] e [[Senegal]] gant ar bobl [[Toukouleur]] (meskaj [[Peuled]] ha [[Duidi]]) en em stailh e traoñienn ar stêr [[Senegal (stêr)|Senegal]].
* Krouet o [[kêr-benn|c'hêr-benn]] [[Ndjimi]] gant rouaned [[Kanem]] ([[Tchad]]). Kristen e vije bet rouaned kentañ Kanem betek [[1085]], bloaz m'en em droas ar roue [[Oume]] war-du an [[Islam]].
* En em zispak a ra sevenadurezh [[Igbo-Ukwu]] e reter an [[Nigeria]] a-hed an {{IXvet}}-{{Xvet kantved}}.
* E-tro [[800]] : 10 000 annezad e kêr [[Djenne-Djenno]] e [[Mali]], anezhi koshañ kêr kornôg Afrika (s.o. [[-250]]).
 
==Amerika==
*Dianav e chom abeg [[Sevenadurezh Vaya#Diskar ar Vayaed|diskar]] ar [[marevezh Maya klasel]]
 
===Azia===
* Deroù ur prantad teñval evit rouantelezh [[Tibet]], gronnet gant Indeziz, Arabed ha Sinaiz. A-dammoù ez a unaniezh ar vro. Peuzdistrujet, ne vo ket ar [[boudaegezh|voudaegezh]] evit adsevel he c'hein a-raok an {{XIvet kantved}}.
* Kabestret eo [[Bhoutan]] gant ar [[Bhotiaed|Vhotiaed]].
 
===Reter-nesañ===
* [[Jorjia]] : adc'hounit a ra tamm-ha-tamm tiernelezh ar [[Bagratided|Vagratided]] an dachenn bet laosket gant an alouberien arab.
* Dastumet eo an [[Hadith]], hollad "lavaroù" ar Profed [[Muhammad]] hag an dud en-dro dezhañ a ya d'ober an darn vrasañ eus ar [[sunna]] (hengoun).
 
===Europa===
* Dont a ra war-wel al [[Lived]], hendadoù al [[Latviz]], e [[Latvia]]
* Meneget eo ar [[Polaned|Bolaned]] evit ar wech kentañ gant un [[douaroniour]] bavarat en hanterenn gentañ ar c'hantved.
* Argaset eo ar [[Petcheneged|Betcheneged]] gant [[Turked]] [[Oghuz]] etrezek ar c'hornôg etre an [[Oural]] hag ar [[Volga]], ha goude, etre ar Volga hag an [[Don]] hag e-tro norzh [[mor Azov]]. Mont a reont a-benn d'ar [[Magyared|Vagyared]] a vo argaset ganto en tu all d'an [[Dniepr]] ha d'an [[Danav]]. A-benn dibenn ar c'hantved, int mestr war aod ar [[mor Du]], eus an Don d'ar [[Moldavia]].
* D'o zro en em gav ar [[Magyared|Vagyared]] en [[Hungaria]] a-vremañ; rediet eo ar [[Serbed]] hag ar [[Bulgared|Vulgared]] d'en em staliañ e su an [[Danav]].
*[[Beowulf]] a c'hall bezañ bet o skrivañ er c'hantved-mañ met kenkoulz all eo bet graet gantañ e-doug ar c'hantved kent {{VIIIvet kantved}}
* Ren [[Karl Veur]]; [[Azignivelezh karolingat]] (anvadur a dabuter warnañ) e kornôg [[Europa]]
* Deroù an tagadennoù [[Viking]] bras war Europa; freuzet eo buhez tud diniver
* [[Bezioù listri|Douaret lestr]] [[Oseberg]]
* E-tro [[813]]-[[915]] – marevezh a argadoù arab dre vor war aodoù ar morioù [[Tirrenaek]] hag [[Adriatek]].
* [[845]] : [[emgann Ballon]], trec'h eo [[Nevenoù]] war lu ar [[Franked]]; ganet eo [[Stad Breizh]].
* [[850]]-[[875]] : en em gavout ra an [[Norsed|drevadennerien Nors]] kentañ en [[Island]].
* [[863]]-[[879]] : maread [[skism]] etre Ilizoù a reter hag ar c'hornôg
* [[870]] : Savet [[kastell Praha]]
* En [[Italia]] e teu kêrioù zo da vezañ republikoù dizalc'h, evel [[Forlì]], e [[889]].
* Dibenn ar c'hantved : en em ledañ a ra [[Bulgaria]] eus genou an [[Danav]] betek [[Epir]] ha [[Bosnia]].
* Trec'h eo [[Harald Iañ Norvegia|Harald Fairhair]] en [[emgann Hafrsfjord]]; unanet eo [[Norvegia]] en ur rouantelezh hepken.
 
== Armerzh ha kevredigezh ==
 
===[[Impalaeriezh karolingat]]===
* En em astenn a ra an impaleriezh [[karolingad|karolingat]] war 1,2 million a Km² ha bodañ a ra 15 million a dud.
* Rannet eo an implaeriezh e 300 [[kontelezh]] rannet d'o zro e ''[[pagus|pagi]]'' pe e ''[[gau]]''. E penn ar gontelezh (''comitatus'') emañ ar c'hont, e penn ar ''pagus'' ar [[vikel]] hag e penn ar ''gau'' ar [[kantener|c'hantener]]. Anvet gant ar roue e c'hall ar gonted bezañ dilec'hiet pe torret eus o c'harg. Da baeamant e resevont e kerz, korvoderioù an impalaer (''honor'' pe ''comitatus''). Seveniñ a ra urzhioù ar roue, gervel a ra an dud frank evit ar argad bloaziek (an [[ost]]), kadoriañ a ra lez-varn ar roue (ar ''mall'' foran). Skoazellet eo gant ur c'hoskor a 10 pe 12 a dud. Gant se eo isframmet an impalaeriezh. A-wechoù e vez bodet ar c'hontelezhioù a vez fiziet en un [[dug]] pe en ur [[markgraf]] en tiriadoù war an harzoù (ar marzoù).
* C'hoarvezout a ra e chomfe ar garg a gont en hevelep tiegezh e-pad meur a remziad : da skouer, eo dalc'het kontelezh [[Oberrheingau]] ([[Roen-Uhelañ]]) gant [[Rupert]], marv a-raok [[764]], goude gant e vab [[Kankor]] betek [[771]] hag e vab-bihan [[Emmerich]] betek [[785]]. E [[795]] ez a d'e genderv Rupert he zreuzkas d'e dro d'e vab anvet Rupert ivez e [[807]].
* War ar maez e vev ar pep brasañ eus an dud en impalaeriezh. Labourat a reont e domanioù bras (''villae'') rannet an douaroù enno e mirlec'hioù (''terra indominicata'') hag e rannoù, anezho dalc'hoù frank pe servel roet da [[koumananter|goumananterien]] en eskemm d'an [[aner]] graet war an douaroù miret. N'eus ken nemet en-dro d'ar mor kreizdouar ez eus bet kendalc'het gant reizhiad sklaved an [[henamzer]] pe neuze en tiegezh evel [[mevel]]ien. Alies e vez staget ouzh ur rann labouret gantañ. Tennañ a ra neuze e stad armerzhel da hini an [[trevadenner]], anezhañ un den dizalc'h (frank), met a zo divarrek pe a vez miret outañ gant e vestr da respont da c'halvoù ''mall'' (lez-varn) ar [[kont|c'hont]]. E dalc'h e vestr emañ. Tamm-ha-tamm e c'hoarvez an tremen d'ur stad sokial nevez, eus ar [[sklaverezh]] pe eus an [[trevadennerezh]] d'ar [[servelezh]] (dindan beli klok ar mestr emañ ar serv dalc'het). Perc'henned vihan a labour un douar-kuit zo c'hoazh met nebeut a ditouroù zo diwar o fenn.
 
===[[Skandinavia]]===
* War sevel emañ armeoù rouaned [[Skandinavia]] e-tro an {{IXvet}} hag an {{Xvet kantved}} gant an hevelep sternerien hag an hevelep pennoù hag al [[lestraz]]où roueel. Dre ar savadeg vilourel diazezet war an tuta dre ranndir, al ''leidhangr'' ([[hennorvegeg]]), ''lethang'' ([[daneg]]) pe ''lethungr'' ([[svedeg]]), e vez savet an nerzhioù armet. Rankout a ra pep domani pe strollad kêriadennoù pourchas d'ar roue ul lestr hag e skipailh armet ha leviet gant ar ''styresmand'', penn ar gumuniezh vihan a-ziwar ar maez deuet da vezañ ur penn milourel. Mont a ra ur skoed kelc'hiek, ur c'hleze hag ur vouc'hal vrezeliañ, ur goaf hag un tokarn begek d'ober an armoù rakwelet evit pep den eus al ''leidhangr''. Rakwelet emañ ivez el lezenn evit pep den ur [[roched-houarn]] dre skañv roeñviñ, ur wareg ha saezhoù. E [[Danmark]] emañ ouzhpenn ur marc'h hag un [[arbalastr]] evit pep lestr.
* War zouar en em ganner peurliesañ, tal-ouzh-tal ha war linennoù. Mont a ra ar Penn hag e warded d'ober ur graonenn strollet en-dro d'ar banniel (''skjaldborg'', goudor stummet gant ar skoedoù). Goude ul lid argad evit ar bagadoù e stlap an eil lu war egile a armoù bann (mein, goafioù) ha tostaat a ra al linennoù en em gann en dizurzh dre lies emgannoù a-zaou. Kadarnded ar Pennoù a c'hoari kalz war disoc'h an emgann. Pa vez sklaer emeur re wan n'eo ket un dizenor goulenn truez hag, alies, e vez roet gant an eneber. Brezelourien zo (ar ''berserkir'', "kuzhet e kroc'hen un arzh"), a glask diwiridikaat o c'horf diouzh ar boan dre droioù hud ha trelat.
 
===[[Impalaeriezh vizantat]]===
* En [[Impalaeriezh vizantat]], e vez tutet soudarded hag isofisourien al lu kreiz evel soudarded an ''themes'' (rann velestradurel) e-touez ar ''stratiôtês'' (soudard-kouer), anezho labourerien-douar perc'henned a zle ar servij soudard en eskemm da vuzulioù gwareziñ bras e-keñver an tailhoù.
* Kenderc'hel a ra ar Stad vizantat gant unanenn dailhoù ar ''c'hôrion'' (kêriadenn) dre gwir kentprenañ ar gendailhidi pa vez gwerzhet un tamm douar ha kas a ra war-raok ar perc'henniezhioù krenn dre gevratoù tiekaat (war "hanter") pe dre feurmiñ douaroù gant feurioù emsav (10% eus ar frouezh).
 
===[[Reter-nesañ]] & [[bed arab]]===
* Doare merañ an douaroù en [[Impalaeriezh abasid]] zo termenet gant an aloubadeg he deus graet eus ar gumuniezh vuzulman perc'henn an douaroù. Gallout a ra ar [[kalif|C'halif]] a gomz en hec'h anv ober ganto evel ma kar. Evit gwir ez eus meur a seurt perc'henniezhioù : douaroù prevez ar pobladoù anvuzulman da vare an aloubadeg; gallout a ra ar-se bezañ dalc'het gant o ferc'henn en eskemm eus paeamant ar [[kharâdj|c'harâdj]], bezañ gwerzhet ha legaset; douaroù prevez ar vuzulmaned, douraoù frank (''mulk''), akuizitet dre bren digant perc'henned eus ar vro; rankout a ranker paeañ an [[deog]] evito; an domanioù foran savet diwar diberc'hennadurioù c'hoarvezet da vare an aloubadeg a vez meret war-eeun gant melestridi ar [[kalif|c'halif]], pe laosket gant tud prevez pe da strolladoù (''qatai'') ; dilamadus eo ar madoù ''wafq'' fiziet gant ar feizidi en diazezadurioù deol ([[moskeenn]], skolioù, ospitalioù…).
* Tieien dre zaouhanter zo eus al labourerien-douar peurliesañ. Diazezet eo an dourañ, laosket da hêrezh gant an [[Henamzer]] (dour-beuz an [[Nil]] en [[Egipt]], kanolioù [[Mezopotamia]], puñsoù branskellek (''chadouf''), rod troet gant loened (''noria''), stankelloù e [[Treuzoksian]], e [[Khuzistan]] hag e [[Yemen]], ribouloù danzouar e traoñ ar menezioù [[Iran]] (''kanat'') pe er [[Maghreb]] (''rhettara'')), war un aozadur kumuniezhel kreñv ha perzh oberiant ar Stad. Labouret e vez c'hoazh gant an arar digilhor ha stuziet nemeur eo an douar gant ar gwan m'eo an desevel loened.
* Broudet eo produerezh al labour-douar gant goulenn ar c'heodedoù bras ha metoù ar vrientinien. Dreist-holl e c'hounezer produioù plant : [[edaj]] ([[ed]], [[riz]]), frouezh ([[abrikez]], [[aouravaloù]]), legumaj, [[eoul]] [[olivez]] ([[Siria]] ha [[Palestina]], miret evit ar re binvidik), [[sesam]] ([[Iraq]]), [[rabez]], [[kolza]], [[lin]] pe [[risin]] ([[Egipt]]), gwiniegi ([[Siria]], [[Palestina]], Egipt), [[datez]], [[bananez]] (Egipt), ha [[korzh sukr]]. Pouezus e chom ar saverezh loened evit ar boued, pourchas danvezioù krai ([[gloan]], [[lêr]] hag evit an [[treuzdougen]] ([[kañval]]ed, [[dremedal]]ed, kezeg turk-ha-mongol pe kezeg-gwad arab). Dre-holl e kaver deñved ha war-raok ez a ar saverezh [[bual]]ed (geunioù goueled Iraq pe [[Oront]]). Bastañ a ra ar saverezhioù yer, pichoned pe gwenan d'ar goulenn bras a vez e-touez ar renkadoù en o aez. Tremen a ra ar bobl vunud gant boued difonn, plant dreist-holl (galetez riz, yod ed, legumaj ha frouezh).
 
== Tud dibar ==
 
* [[Alan Veur]] : roue [[Breizh]]
* [[Alfred ar Meurdezus]]
* [[Arnolf Karintia]]
* [[Erispoù]], roue [[Breizh]], mab da [[Nevenoù]].
* [[Karl Veur]]
* [[Loeiz an Deol|Loeiz {{Iañ}} an Deol]] ([[Chasseneuil]], [[778]] – nepell eus [[Ingelheim]], [[20 Mezheven]] [[840]]), roue ar [[Franked]] hag [[Roll impalaerien ar C'hornôg|impalaer ar C'hornôg]] ([[814]] - [[840]])
* [[Nevenoù]], roue {{Iañ}} ar Vretoned, trec'hour meur ar [[Franked]] ha diazezer [[Stad Breizh]]
* [[Salaun]] : roue [[Breizh]]
* [[Adi Sankara]]
* [[Harald Iañ Norvegia|Harald {{Iañ}} Norvegia]]
 
== Iijnadennoù, kavadennoù, degasadennoù ==
* Kregiñ a ra al [[latin pobl]] da emdreiñ e meur a [[Yezhoù roman|yezh roman]] disheñvel
* [[843]] (Salter Utrecht) : Skeudenn gentañ ur maen-breolim kelc'hiek en ur vammenn europat – diskouez a ra ar skeudenn un dornikell, testeni kentañ eus un dornikell en Europa ar C'hornôg.
* Ijinet ul lizherenneg nevez diouzh ar [[Slaveg]] gant an daou vanac'h [[bizantad|bizantat]] [[Kirill]] ha [[Method]].
* Kentañ meneg eus ar ''[[Mil nozvezh hag unan]]'', dastumad [[kontadenn]]où eus ar [[Reter-nesañ]] hag eus [[Reter-kreiz]].
* War-raok ez a labour ar [[korz|c'horz]], ar [[riz]] hag ar [[koton|c'hoton]] en [[Iraq]].
* E dibenn an [[tiernelezh Tang|diernelezh Tang]], e [[Sina]] e tiorren kenvreuriezhioù [[artizan]]ed, implij ar [[paper moneiz]] ha kreizennet eo ar [[kenwerzh|c'henwerzh]].
* Sevel a ra an douaroniour [[Jia Dan]] ur gartenn eus [[Sina]].
* Ijinet ar [[poultr]]-tarzh gant [[Alkimiezh|alkimiour]]ien [[taoour]] e [[Sina]]
 
 
[[Rummad:IXvet kantved]]
[[Rummad:Kantvedoù]]
 
[[af:9de eeu]]
[[als:9. Jahrhundert]]
[[an:Sieglo IX]]
[[ast:Sieglu IX]]
[[be:9 стагодзьдзе]]
[[bg:9 век]]
[[bs:9. vijek]]
[[ca:Segle IX]]
[[cs:9. století]]
[[da:9. århundrede]]
[[de:9. Jahrhundert]]
[[el:9ος αιώνας]]
[[en:9th century]]
[[eo:9-a jarcento]]
[[es:Siglo IX]]
[[et:9. sajand]]
[[eu:IX. mendea]]
[[fi:800-luku]]
[[fr:IXe siècle]]
[[fy:9e ieu]]
[[ga:9ú haois]]
[[gd:9mh Linn]]
[[gl:Século IX]]
[[he:המאה ה-9]]
[[hr:9. stoljeće]]
[[hu:9. század]]
[[id:Abad ke-9]]
[[io:9ma yar-cento]]
[[is:9. öldin]]
[[it:IX secolo]]
[[ja:9世紀]]
[[ko:9세기]]
[[ksh:9. Joohunndot]]
[[kw:9ves kansblydhen]]
[[la:Saeculum 9]]
[[lb:9. Joerhonnert]]
[[li:Negende iew]]
[[lt:IX amžius]]
[[mk:9 век]]
[[nl:9e eeuw]]
[[nn:800-talet]]
[[no:9. århundre]]
[[pl:IX wiek]]
[[pt:Século IX]]
[[ro:Secolul IX]]
[[ru:IX век]]
[[scn:Sèculu IX]]
[[simple:9th century]]
[[sl:9. stoletje]]
[[sq:Shekulli IX]]
[[sr:9. век]]
[[sv:800-talet]]
[[th:คริสต์ศตวรรษที่ 9]]
[[tr:9. yüzyıl]]
[[tt:9. yöz]]
[[uk:9 століття]]
[[zh:9世纪]]