Wladimir Köppen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
Wladimir Peter Köppen a oa [[meteorologour]], [[hinour]] ha [[louzaouour]] a orin alaman. Ganet e voe e [[Sant-Petersbourg]] d'ar [[25 a viz Gwengolo]] [[1846]], ha marvet eo e [[Graz]], [[Aostria]], d'an [[22 a viz Mezheven]] [[1940]]. Aozet en deus [[reizhad klasadur Köppen]], hag a vez implijet en deiz a hiziv c'hoazh, met gant un nebeud kemmoù. Er c'hlasadur-mañ emañ renket mat a bep seurt hinoù hervez o heñvelederioù.
 
[[Skeudenn:Wladimir_Peter_K%C3%B6ppen.jpg]]
 
Kroget eo Köppen da studiañ spis an hin hag implijout a ra evit se [[pellennoù-aer]] a-benn kaout titouroù war an aer en uhelder. E 1884 eo, ez embannas e gantenn gentañ war an tachennoù hin e-lec'h ma vez gwelet an hedoù etre an temperadurioù hervez ar c'houlz-bloaz. Diwar se eo e savas reizhad klasadur Köppen war-dro ar bloavezh 1900, hag a-hed e vuhez e klasko en gwellaat. Ar stumm klok eus ar reizhad a voe embannet evit ar wech kentañ e 1918, ha goude meur a gemm, e 1936 en e stumm peurechu.
 
Ouzhpenn se e voe dedennet hemañ gant studi an [[henhinouriezh]]. E 1924, ec'h embannas gant e vab-kaer [[Alfred Wegener]] ur pennad anvet Die Klimate der Geologischen Vorzeit. (Hinoù an amzer-dremenet geologel). ar pezh a skoazellas da-vat tezenn [[Milutin Milanković]] war ar prantadoù skorn bet.
 
Betek fin e vuhez e kenlabouras hemañ gant an hinoniour alaman [[Rudolph Geiger]] a-benn sevel un dorn-levr [[hinouriezh]] e pemp levrenn (Handbuch der Klimatologie), na voe echuet biskoazh daoust ma voe embannet teir lodenn savet gant Köppen. Goude e varv e kendalc'has Geiger da beurwellaat e reizhad klasadur an hinoù.