Erwan Helouri : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
eil patron bzh war lerc'h stez Anna
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
a
[[de:Ivo Hélory]]
[[en:Ivo of Kermartin]]
[[fr:Yves Hélory de Kermartin]]
[[ko:이보 헬로리]]

[[Rummad:Istor relijiel]]
[[Rummad:Istor Breizh]]
[[Rummad:Sant katolik]]
[[Rummad:Sant Breizh]]
{{Peurunvan}}
[[Skeudenn:Pardon Landreger.jpg|thumb|250px|right|Pardon Sant Erwan e [[Landreger]] e miz Mae 2005]]

Ur [[sant katolik]], brezhon e orin, eo bet [[sant Erwan]], eil patron [[Breizh]] war-lerc'h [[Santez Anna]] ha patron an [[alvokad]]ed. Lidet e vez e ouel d'an [[19 Mae|19 a viz Mae]].

Ganet e voe '''Erwan Helouri''' d'ar [[17 Here|17 a viz Here]] [[1253]] e Kervarzhin, tost da [[Landreger]], war barrez [[Ar Vinic'hi]]. Eus an noblañs izel e oa e dad.
E vamm Azou a Genkiz a oa leun a feiz ha don he deoliezh. Menegiñ a reer alies he diskleriadenn : ''« Bevit, ma mab e doare da zont da vezañ ur sant. »''
E-pad 10 vloaz (eus [[1267]] da [[1277]]) e studias Erwan ar [[feizoniezh]] hag ar gwir e [[skol-veur Pariz]]. Er mare-se e oa [[Tomaz Akwino|Sant Tomaz Akwino]] o kelenn ar feizoniezh eno. Goude-se ez eas Erwan da skol-veur [[Orleañs]] evit studiañ ar gwir foran e-pad daou vloavezh.
Adalek an oad a 27 vloaz e voe fiziet en Erwan ar garg a varner-iliz (« official » e galleg) e [[Roazhon]] da gentañ e-pad 5 bloavezh, hag e [[Landreger]] da c'houde, dre ma oa bet galvet da zont eno gant an Eskob. Neuze e voe beleget Erwan hag ouzhpenn e garg a varner-Iliz e voe fiziet ennañ ar garg a [[person|berson]] e [[Tredraezh]] da gentañ, ha goude [[1292]] e [[Louaneg]] betek e varv.

Un den a-bouez e oa ar barner-Iliz staget ouzh an [[ofisialded]], [[lez-varn]] an eskob. Barn a rae ar prosezoù a denne d'ar [[kloareg|gloer]], d'ar [[studier]]ion, d'an intañvezed, d'an [[emzivad]]ed, ar re a denne d'an aferioù relijiel pe d'ar c'hudennoù arc'hant stag ouzh an aferioù tiegezh.
Daoust dezhañ bezañ barner e kemere ivez al labour a [[alvokad]], dreist-holl hini '''alvokad ar re baour''', rak merzet en doa e ranke alies an dud izel en em zifenn o-unan er prosezioù, gwell pe well. Lavarout a rae dezho : ''« Touit dirazon eo reizh hoc'h afer hag ho tifennin evit netra. »'' Da neuze ne c'helle netra e herzel, nag ar skuizhder - rankout a reas mont alies da vreutaat e Teurgn.
Galvet e veze dibaouez gant parrezioù [[Bro-Dreger]] da vont da brezeg eno. Mont a rae betek enno, war droad evel-just, evel ar beorien. C'hoarvezout a rae dezhañ alies prezeg peder pe bemp gwech en hevelep deiz, e peder pe bemp iliz disheñvel, hag ar fideled a yae a barrez da barrez d'e selaou.

Maner Kervarzhin a oa lec'h-emgav ur bern [[klasker-bara|klaskerion-vara]], rederion-vro, klañvidi. Darn ne dremenent nemet un nozvezh etre daou dennad kantren; met darn all a chome pelloc'h; bezañ zo darn zoken hag a chomas da vat. Kement-se a redias Erwan da lakaat sevel war e zomani un ti all, evit lojañ eno evit mat kozhidi ha klañvourion dibare e doare da lezel muioc'h a lec'h er maner evit ar re na raent nemet tremen. En herberc'hti-se a Vinic'hi ez ae Dom Erwan d'ober war-dro ar reuzeudion, o kas dezho da zebriñ, o komz hag o pediñ ganto. Er goañv e rae tan evito tra na rae kammed evitañ e-unan.

E-kichen an herberc'hti-se e lakaas ivez sevel ur [[chapel]] a zedias d'ar [[Gwerc'hez Maria|Werc'hez]] ha da [[Sant Tudwal]]. Hag evit ma vefe miret gant aked an div roïdigezh-se evit ar re baour eo e skrivas e destamant, levezonet gant e skiant a zen a lezenn.

E derou ar bloaz [[1303]], Dom Erwan, ''« brevet-holl, ha faezh, muioc'h c'hoazh gant al labour eget gant strizhentezoù ha kozhni »'' - ne oa nemet 50 vloaz, a zistroas da Gervarzhin da chom betek an diwezh. D'ar 15 a viz Mae e lidas an Oferenn evit ar wezh diwezhañ. En em astenn a reas da c'houde war e wele fall : un tamm [[plouz]] ha goubenner ebet. Aze eo e resevas ar gweladennoù diwezhañ : e vignoned a bouezas evit ma vefe lakaet dindanañ un tamm muioc'h a blouz. Nac'hañ a reas, o lavarout ''« e oa en e aes evel ma oa. »'' Resev a reas e [[nouenn|sakramantoù diwezhan]]. D'ar sul beure, pa groge an heol da barañ, e rentas e ene d'e Zoue.
Mervel a reas Sant Erwan eta d'ar sul [[19 a viz Mae]] [[1303]], en e vaner, Kervarzhin er Vinic'hi. Ar memes deiz e tegouezhas beleion eus [[Landreger]] da Gervarzhin, kemer a rejont korf Dom Erwan war o [[divskoaz]] hag e gas a rejont d'an Iliz-Veur e-kreiz un engroez tud entanet. A-hed an deiz e tibunas an engroez hag e pedas an dud e-kichen ar c'horf. An deiz war-lerc'h e voe douaret en [[Iliz-veur sant Tudwall e Landreger|iliz-veur]]. Evel-se e krogas unan eus [[brasañ pic'hirindedoù Breizh]].

War c'houlenn eskob Landreger ha [[Yann IV a Vreizh|Yann IV]], dug Breizh, e voe digoret [[prosez santelezhadur Dom Erwan]] e [[1330]], renet gant daou eskob hag un tad-abad. 243 zest a roas o zesteni, kinniget e voe an destenn d'ar [[pab]] e [[1332]]. An [[diskleriadur a santelezhadur]] a voe embannet en [[1347]], ha [[releg]]où Sant Erwan a voe treuzkaset en Iliz-Veur. Ur bez a voe savet a-us. Distrujet e voe e-pad an [[dispac'h gall]], hag ur maen-bez meurdezus all a voe savet e dibenn an [[XIXvet kantved]]. Hennezh eo a vez gwelet c'hoazh en iliz-veur Landreger hiziv an deiz.

=Kantikou da Sant Erwan=

==Kantik Sant Erwan==
Nann, n'eus ket e Breizh, nann, n'eus ket unan

Nann, n'eus ket ur sant, evel sant Erwan

Nann, n'eus ket ur sant, evel sant Erwan

N'eus ket en Argoad, n'eus ket en Arvor,

Koulz ha sant Erwan 'vit an dud a vor ''(2x)''

Nann, n'eus ket er vro, 'vel ma lavarer,

Hag a ve ken mat 'vit al labourer

N'eus ket kaeroc'h skouer d'an dud a lezenn

Evit sant Erwan, skouer ar veleien

Evel hon Tadoù, int, tud a gredenn,

Lavaromp d'ar Sant, 'n ur gaer a bedenn:

Aotrou Sant Erwan, Patron Breizh-Izel,

Bezañ treitour deoc'h, nann, kentoc'h mervel

==Kantik da Sant Erwan==
Aotrou Sant Erwan benniget,

Enor ha skoazell hon bro,

An neb ho ped en deus bepred

Un difennour en neñvou.

1. En hon touez, eus a Sant Erwan

Bras eo or madoberou ;

O soñjal enno pep unan

A wir galon lavaro.

2. En neñvou 'vel war an douar

Sant Erwan 'zo galloudus,

Hag e galon, d'an neb e gar,

' Zo mat ho trugarezus.

3. Ar vamm pe laver ur bedenn

Da Sant Erwan beure-noz,

Kalon he mab 'vel ur rozenn

'Dro war-du ar Baradoz.

4. An devezhour, an den a boan,

Bemdez kent mont d'e zevezh,

Mar deu da bediñ Sant Erwan,

A gano gant levenez :