Ki-dour Kanada : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Reverted edits by Csefvrez (talk) to last version by Damien Perrotin
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
a
{{Taxobox Loen | Ki-dour Kanada| NRiverOtter23.jpg | L. canadensis }}
{{Taxobox Phylum | Chordata }}
{{Taxobox Classis | Vertebrata}}
{{Taxobox Ordo | Carnivora }}
{{Taxobox Familia | Mustelidae }}
{{Taxobox Subfamilia | Lutrinae }}
{{Taxobox Genus | Lontra}}
{{Taxobox Anv skiantel |Lontra canadensis| [[Johann Christian Daniel von Schreber|Schreber]], 1777 }}
{{Taxobox Echu}}
 
Ki-dour Kanada (''Lontra canadensis'') a zo un izel eus kerentad ar [[Mustelidae]] kavet e stêrioù ha war aodoù norzh Amerika, eus [[Alaska]] betek [[Pleg-mor Mec'hiko]]. Digresket kalz e oa bet e boblañsoù adalek donedigezh an europeiz.
 
==Livadur==
 
Ki-dour Kanada en-deus ur c'horf hir gant karioù berr, pavioù roeñvek hag ul lost hir. Muzuliañ a ra etre 30 ha 50 cm ha pouezañ a ra etre 5 ha 13,6 kg. Ur penn ront ha bihan en-deus hag ur vourenn vras. Brasoc'h e vez ar piri eget ar barezed. Gell-du eo e vlevad gant ur gouzoug gris-arc'hant.
 
Neuñverien vat ez eo ar c'hon-dour met galloud a reont diblasañ buan a-walc'h war an douar ivez. O divfron a c'hellont serriñ, ar pezh, gant stankder o blevad, a skoazell anezho da hemolc'h dindan an dour. Kon-dour Kanada a vev etre 10 ha 15 a vloavezhioù en natur met tizhout 25 a vloavezhioù a c'hellont en erreoù.
 
==Annez==
War an douar emañ douarenn ki-dour Kanada met en dour e vezont o hemolc'h. E-barzh meur ag annezioù dourel e vezont o chom : lennoù, stêrioù, geunnioù pe zoken, e kornioù-bro'zo, er mor. Alies e kaver anezho asambles gant an [[avank]]ed a grouont un endro peurvat evito.
 
==Emzalc'h==
 
Pesked a zebr ki-dour Kanada dreist holl met ne ra ket fae war raned, krestennegoù pe bronneged vihan. Wechoù'zo e argaso ar re vrasañ evned-dour evel an houidi, ar gwazi pe zoken an c'herc'heized. Oberiantoc'h e vezont e-pad an nozh pe tarzh an deiz met galloud a reont mont er-maez e-pad an deiz ivez pa ne vezont diazezet gant an dud. Gant musk ha troazh e verkont o zachennad. Implijout a reont alies douarennoù kleuzet gant anevaled arall ha lazhañ avanked a c'hellont zoken da laerañ o zoull. Diarbenn a reont ar barezed ar piri pa vezont o re vihan yaouank c'hoazh. Distreiñ a raio hemañ d'he skoazell pan int koshoc'h avat. E fin ar goañv pe e deroù an [[nevezamzer]] e vezont o parañ kon-dour Kanada. O re vihan a zoug ar barrezed e-pad div viz. Etre 1 ha 6 [[menn]] o-deus.
 
C'hoarius tre ez eo kon-dour Kanada met argasus ez int gant an dud. N'eo ket posupl d'o mirout evel anevaled-ti;
 
==Mirerezh==
 
Hemloc'het e oa bet ki-dour Kanada evit e greoñ hag en abeg eus an dra-se ez eo aet da get en un darn eus e anez kozh. Aotret eo an hemoc'h c'hoazh e kornioù-bro ma'z eo fonnus c'hoazh. Ebarzhet adarre e oa bet ivez e rannvroioù lec'h ma oa aet da get evel [[pleg-mor Hudson]].
 
N'eo ket ki-dour Kanada en arvar met kinniget eo e lodennoù e anez en abeg d'an hemolc'h pe da zistrujadur e annez.
 
==Liammoù diavaez==
 
*[http://animaldiversity.ummz.umich.edu/site/accounts/information/Lontra_canadensis.html Animaldiversity.edu]
*[http://www.pbs.org/wnet/nature/otters/ NATURE: Yellowstone Otters]
*[http://www.otternet.com/galleries/naotter/gallery4.htm Otternet.com]
*[http://www.inhs.uiuc.edu/dnr/fur/species/otter.html INHS]
 
 
 
 
[[Rummad:Mustelidae]]
 
[[de:Neuweltotter]]
[[en:Northern River Otter]]
[[fr:Loutre de rivière]]
[[it:Lutra canadensis]]
[[nl:Rivierotter]]
[[pl:Wydra kanadyjska]]