'''Niver''' : ([[brezhoneg]] kozh ''nimer'', [[kembraeg]] ''nifer'', [[kerneveureg]] ''nyver'' hag [[iwerzhoneg]] ''uimhir'', diwar al [[latin]] ''numerus'')
Un elfenn c'houbar (abstret) eo an niver, gantañ e vez deskrivet ur c’hementad en un doare resis.
E-keñver an [[istor]] int degouezhet en urzh-mañ :
* An anterinoù naturel,
* An anterinoù relativel,
* An niveroù rasional,
* An niveroù real,
* An niveroù kompleks,
* An niveroù hiperkompleks,
* An niveroù p-adik,
* An niveroù trañsandant,
* An niveroù hiperreal,
* An niveroù pseudo-real.
N’eo ket dic’hortoz-kaer an dra-se : eus an doare an didresañ da vuzuliañ e teuomp da galvezderioù danzeet-fin.
Ar c’hompren eus bevenn an niveroù rasional, hag eus eus ar ret d'an niveroù real a voe glac’harus evit ar [[Pythagoras|bitagorisianed]], hervez kont e voe fin ar Skol-se gant kement-se…