Bodadenn vonreizhañ vroadel : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Lañs
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
a
[[Category:Dispac'h gall]]
{{peurunvan}}
{{labourAChom}}
 
Evit sevel ur bonreizh e vez bodet ur vodadenn bonreizhañ. Ur [[bonreizh]] a dlee bezañ skrivet evit ur bobl hag e tlee bezañ degemeret asant ar bobl goude. Graet e vez gant ur [[referendom]] d'an aliesañ. Patrom ar bodadenn bonreizhañ eo '''Bodadenn bonreizhañ broadel''' gall a zo bet krouet diwar votadenn kannidi [[Breujoù meur]] Rouantelezh Bro-C'hall e 1789.
 
E miz Mezheven 1789, an darn vrasañ eus [[kannad]]ed a oa bet bodet e [[Versailles]] diwar urzh ar [[roue]], [[Loeiz XVIvet Bro-C'hall|Loeiz XVIvet]] ne oant ket evit gouzañv ma ne vo ket asantet gant an [[Noblañs]] hag ar [[kloareg|Gloer]] chañch sistem-merañ Bro-C'hall. D'an 21vet a viz Mezheven e tivizjont embann goude ur votadenn ma 'z aint d'ober ur vodadenn nevez, he fal dezhi sevel ur bonreizh hag hec'h anv, ar [[Bodadenn bonreizhañ broadel|Vodadenn bonreizhañ broadel]].
 
O welout e oa dibosubl dezhañ bleniañ labourioù ar Breujoù meur e embannas ar roue e vije lakaet un arsav war o daelioù hag e voe serret dorioù ar sal-bodadeg. D'an 22 a viz Mezheven, pa welas ar gannaded e oa bet serret an norioù e voe kinniget gant un nebeut a gloer ma vije graet ar vodadeg en Iliz Sant-Loeiz e Versailles. 149 kannnad ar Gloer ha 2 gannad an Noblañs a yeas da vodañ gant kannaded an [[Trede-Urzh]].