Luc'hskeudennerezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ouzhpennañ pennad
ouzhpennañ pennadoù
Linenn 23:
Gant an [[dagerotip]] e teued a-benn da gaout skeudennoù goude un hantereurvezh paouezadenniñ « hepken » (pa vez digoumoul an oabl). Abalamour da se eo un tammig arvarus tapout luc’hskeudennoù : ar straedoù e Pariz a seblant bezañ didud, ha pa vefe tud a-leizh enno pa oa bet tapet al luc’hskeudennoù. Ne vern, krouet e oa bet al luc’hskeudennerezh. Al luc’hskeudenn gentañ o taolenniñ tud a vo graet diwezhatoc’hik : ur c’hoarer-straed o koarañ botoù un tremeniad. Difiñv ha diflach e oa chomet an daou zen e-pad un nebeud munutennoù.
 
=== Emdreiñ ===
Emdreiñ a reas buan-kenañ al luc’hskeudennerezh da c’houde. Disoc’h an enklaskoù, evit gwir, a voe akuitizet gant ar Stad c’hall ha pep hini en doa gallet buan-kentañ gwellaat al luc’hskeudennerezh.
 
E berr gomzoù, gallout a c’haller rummañ an araokadennoù e teir lodenn :
 
* Berraat an amzer paouezadenniñ dre greskiñ :
** kizidigezh al lurelloù kizidik,
** goulaouusted al lagadoù ;
* gwelaat stabilted an tennadennoù ;
* Eunaat an implij eus al luc’hskeudennerezioù, dre grouiñ :
**luc’hskeudennoù skañvoc’h-skañvañ ha marc’hamatoc’h-marc’hadmatañ,
** dileizhadoù stabil, ar pezh a vire ouzh an dud da zornata produioù kimiek,
** kregiñ da implijout an urzhiataerezh, gant niverelaat ar skeudennoù, da lavaret eo al « luc’hskeudennoù niverel ».
 
=== Ijinañ ar film negativel ===
[[Fichier:In de donker kamer.jpg|thumb|right|200px|Ul luc’hskeudenn dres goude ma oa tennet eus ur soubadur kimiek.]]
[[William Henry Fox Talbot]] ([[1800]]-[[1877]]) a reas enklaskoù ivez adalek [[1833]], pa oa [[Joseph Nicéphore Niépce|Niépce]] ha [[Jacques Daguerre|Daguerre]] oc’h ober kemend-all. E [[1840]] en doa krouet ar « [[kalotip|c’halotip]], un argerzh negativel-pozitivel a roe an tu da liesskignañ skeudennoù.
 
Enklaskoù all a oa bet graet da c’houde hag e-se e oa bet gwellaet perzhioù ar skeudennoù tamm-ha-tamm, kizidigezh al lurelloù tener, hag eeunaat ar skeudtapañ ; [[1847]] « [[argerzh an albumin]] » ([[Claude Félix Abel Niépce de Saint-Victor]], ur c’henderv da Nicéphore), [[1850]] « argerzh gant [[kolodion gleb]] » ha [[1851]] « [[ambrotype|ambrotip]] » ([[Frederick Scott Archer]]), [[1852]] « [[ferrotype|ferotip]] » ([[Adolphe-Alexandre Martin]]).
 
[[Félix Tournachon]], anavezet gwelloc’h dre e lesanv « Nadar », a reas un implij kenwerzhel anezhañ. Poltredoù eus pennoù-bras ar mare-se a reas, hag e [[1858]] al luc’hkeudenn gentañ dre nij e [[Bièvres (Essonne)|Bièvres]] : ul luc’hskeudenn eus Pariz a dapas e bourzh un aerlestr.
 
=== Ijininañ ar film gwevn ===
 
Al luc’hskeudennoù kentañ ([[Luc’hskeudenn gwenn ha du|gwenn ha du]] pe aotokrom) a veze graet war plakennoù gwer bras, pounner ha bresk-mat. E [[1884]] ez ijinas [[George Eastman]] lurelloù kizidik ha gwevn : ar film e [[keluloid]]. Gallout a raed stokañ meur a skeudenn warnañ e-barzh ar benveg-luc’hskeudenniñ. Distroadet e voe ar plakennoù gwer neuze. Gant ar binvioù-luc’hskeudenniñ a oa deuet da vezañ bihanoc’h e oa aesoc’h tapout skeudennoù (hogos) e pep lec’h hag e kement degouezh zo.
Ar [[Kodak|C’hodak]] a vo ar benveg-luc’hskeudenniñ kentañ a oa bet aozet gant ar gompagnunezh Eastman. Gallout a raed enrollañ ur c’hant skeudenn bennak war ur skor gwevn. Ur wech louc’het ar filmoù, ar binvioù a veze adkaset da Rochester (NY) ma vezent diskuliet. Ur wech tennet al luc’hskeudennoù e vezent adkaset d’ho perc’henn, asambles gant ar benveg adkarget.
 
== Un nebeud luc'hskeudennerien brudet-mat ==