Luc'hskeudennerezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
ouzhpennañ pennadoù
Linenn 17:
[[Joseph Nicéphore Niépce]], ur ijinadennour eus [[Chalon-sur-Saône]], a veskas an tri doare-ober-se evit stabilaat skeudennoù (a galite etre) war blakennoù [[staen]] goloet a [[der-douar ]] Judea, ur seurt koultron naturel a galeta ouzh ar gouloù ([[1826]] pe [[1827]]) ; Al luc’hskeudenn gentañ a ziskouez unan eus kazelioù e di e [[Saint-Loup-de-Varennes]] ([[Saône-et-Loire]]). Gwelet e vez al luc’hskeudenn-se e Skol-veur Austin, en Texas, abaoe 1963, pa oa bet roet gant Helmut Gernsheim roet d’an ensavadur-se. ref>{{en}} [http://palimpsest.stanford.edu/byorg/abbey/an/an26/an26-3/an26-307.html The First Photograph] - By Barbara Brown</ref>. Ma vez sellet mat ouzh ar skeudenn-mañ e weler eo dibar ar sklêrijennañ warni. Meur a eurvezh, evit gwir, e oa padet ar paouezadenniñ (soñjal a reer e oa padet ar paouezadenniñ etre 14 ha 18 eurvezh) ; gant an heol e oa bet sklêrijennet ar voger war an tu dehou da gentañ, ar voger war an tu kleiz diwezhatoc’h en devezh.
 
Pa oa aet Nicéphone d’an Anaon e [[1833]] e kendalc’has [[Jacques Daguerre|Louis Jacques Mandé Daguerre]] da wellaat an doare-ober. Dizoloet e oa bet gantañ pennaenn diskuliañ ar skeudenn da zont. Kavout a reas Daguerre an tu da verraat anar amzerfrapad baouezadenniñ paouezadenniñ. War-dro dek munut a oa trawalc’h neuze. E [[1839]] en doa lakaet ar gouzieg ha kannad [[François Arago]] da anavezout e ijinadenn. Hemañ a zegasas e damm skoazell dezhañ.
 
E [[1839]] e oa bet kinniget ijinadenn [[Daguerre]], an [[dagerotip]], da [[Akademiezh skiantoù Frañs]]. Er bloavezh-se eo e vez lavaret neuze e oa bet krouet al luc’hskeudennerezh. Gwellaet e oa bet ijinadenn [[Nièpce]], evit gwir, ha netra ken. Dont a reas ar [[Stad c’hall]] da vezañ perc’henn an ijinadenn dre baeañ ul leve-bevañ bloaziek a 6000 lur da z-Daguerre hag a 4000 lur da Isidore Nièpce, mab da Nicéphore, ha reiñ a reas an ijinadenn e donezon d’ar « bed » da c’houde.
Linenn 28:
E berr gomzoù, gallout a c’haller rummañ an araokadennoù e teir lodenn :
 
* Berraat an amzerfrapad paouezadenniñ dre greskiñ :
** kizidigezh al lurelloù kizidik,
** goulaouusted al lagadoù ;