Luc'heilerez : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 7:
Gwechall e veze graet gant luc'heilerezioù [[treloc'h|treloc'hel]] nemetken a yae en dro gant [[enkr]], pe [[huz]], dourenneg da voullañ. Da c'houde int aet da vezañ [[tredan|tredanel]] evel ar peurvuiañ eus an ardivinkoù arnevez gant meur a [[amredad]] [[elektronek]] o kemer muioc'h mui o flas enne ivez betek merañ an argerzh mont en dro a-bezh bremañ. Hag abaoe meur a vloavezh e vez implijet [[huz poultr]] da voullañ, paket hiviziken e-barzh [[karitell|karitelloù]] aezet da gemmañ pa vezont toull.
 
Renket e vezont diouzh o [[buander]] hervez an niver a [[follenn|follennoù]] a c'hellont [[moullañ]] e-korf ur vunutenn. Lâret e vez evel-se eus ul luc'heilerez a 15 luc'heilenn bep munutenn evit unan e vije staliet da skouer e-barzh burev un embregerezh vihan pe unan a 80 luc'heilenn bep munutenn evit un ardinvik ("da broduiñ") staliet en ul lise bras a-walc'h. Gallout a reer dewerzhañ ar buander-se e pajenn dre vunutenn (pdv) eleze evit an div skouer a-us : 15 pdv ha 80 pdv.
 
Moullet e vez gante war [[skoroù moullañ]] a bep seurt o kaout lies naouusterioù : an tewder, dreist-holl evit ar paper, ar ment, an danvez (paper reizh, paper teuzwelus, paper treuztresañ, paper adaozet). Ar ment paper implijet peurliesañ e-barzh al luc'heilerezioù a zo deus ar ment A6 d'an hini A3. Lod anezhe a zo moaien moullañ war skoroù A2 gante evit implijoù ispisial (skritelloù da skouer).