Hesonerezh vogalennek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D Robot ouzhpennet: cs:Vokálová harmonie
D r2.5.2) (Robot ouzhpennet: be-x-old:Гармонія галосных; Kemm dister
Linenn 1:
Er [[yezhoniezh]] e vez implijet an termen '''hesonerezh vogalennek''' ([[saozneg|saoz.]]: [[:en:Vowel harmony|''vowel harmony'']]) war tachenn ar [[fonologiezh]] hag ar [[fonetik]] evit komz eus un doare [[Heñveladur (yezhoniezh)|heñveladur]] a-bell ma vez levezonet gantañ [[vogalenn|vogalennoù]] hervez patromoù resis en ur [[yezh]] bennak e degouezhioù [[yezhadur|yezhadurel]]el resis.
 
Da lâret eo e berr gomzoù e rank an holl vogalennoù e diabarzh un hevelep [[ger]] dont eus an hevelep rummad vogalennoù ha rankout a ra klotaat vogalennoù ar [[kenger|c'hengerioù]] gant ar rummad vogalennoù implijet er [[kelf (yezhoniezh)|c'helf]] pe er [[Gwrizienn (yezhoniezh)|wrizienn]].
 
Kavet e vez hesonerezh vogalennek e meura yezh dre ar bed, da skouer: ar [[yezhoù altaek]] (d.s. ar [[japaneg]] hag ar [[koreaneg|c'horeaneg]]), meur a [[yezhoù turkek|yezh turkek]] (d.s. an [[turkeg]]), ar [[yezhoù mongolek]] (d.s. ar [[mongoleg]]), ar [[yezhoù finnek-ougrek]]( d.s. ar [[finneg]] hag an [[hungareg]]) hag ivez ar [[yezhoù akanek]], [[yezhoù bantouek]] 'zo, (d.s. al [[lingaleg]]), [[rannyezh|rannyezhoù]] [[katalaneg|katalanek]], [[yezhoù salichek]], [[yezhoù kousek]], [[yezhoù maidouek]], [[manchoueg|yezhoù manchouek]], [[yezhoù nilotek]], an [[sumereg]], an [[takelmeg]], an [[telougoueg]], ar [[yezhoù outiek]].
 
E meur a yezh, evel ar [[yezhoù altaek]] e talvez ar hesonerezh vogalennek da elgfenn yezhadurel, keit ha ma c'hell talvezout da berzh distagañ hiniennel pe rannyezhel e yezhoù all zo evel ar brezhoneg.
Linenn 29:
|}
 
Amañ e implijer dibennoù disheñvel hervez ma kaver er wrizienn ur [[vogalenn a-raok]] (dibenn: ''-n'''e'''k'', dre m'eo araokoc'h "e" evit "a") pe ur [[vogalenn a-dreñv]] (dibenn: ''-n'''a'''k'', dre m'eo a-drekoc'h "a" evit "e").
 
Dre ma tenn an hensonerezh da berzh ar c'hengerioù e c'hell an hesonerezh bezañ a-gleiz da zehoù, dre vras er yezhoù implijet gante [[Lostger|lostgerioù]] dreist-holl pe nemetken, pe a-zehoù da gleiz, dre vras er yezhoù implijet gante [[rakger|rakgerioù]] dreist-holl pe nemetken. Er yezhoù implijet gante koulz rakgerioù ha lostgerioù e kaver ivez hensonerezh a-gleiz da dehoù hag a-dehoù da gleiz.
 
== Mont-en-dro an hesonerezh vogalennek ==
 
Kemmañ ra mont-en-dro resis an hesonerezh vogalennek a yezh da yezh. E-touez ar perzhioù pennañ a c'hell bezañ kevezont ganti emañ ar re-mañ:
Linenn 51:
Bez e c'hell talvezout meur a berzh war un-dro pa ranker dibab etre vogalenn resis un dibenn evit klotaat gant vogalenn bennañ ar wrizienn hervez reolennoù resis pep yezh, da skouer allies a-walc'h e ranker derc'hel kont eus ar fed m'emañ ar vogalenn bennañ er wrizienn a-raok/a-dreñv hag ivez ront/nann-ront.
 
E meur a yezh gante hesonerezh vogalennek e kaver ivez vogalennoù neptu, da lâret e vogalennoù, peurliesañ [[vogalenn greiz|vogalennoù kreiz]], hag a c'hell bezañ implijet gante kengerioù hep derc'hel kont eu reolennoù boas ar hesonerezh vogalennek.
 
Pa vez degemeret gant ur yezh ganti hesonerezh vogalennek [[ger|gerioù]] eus yezhoù all hep hesonerezh vogalennek ne rankont ket plegañ dre ret atav da reolennoù boas hesonerezh vogalennek ar yezh ma vezont degemeret enni.
 
== Skouerioù ==
 
=== Ar hensonerezh vogalennek e finneg ===
 
Setu ur skouer tennet diwar ar [[finneg]] evit diskwel dre ar munud penaos ec'h a den-dro ar hensonerezh vogalennek en ur yezh resis:
Linenn 87:
 
 
En darn vrasañ eus an dibennoù yezhadurel staget ouzh ar gwriziennoù emañ ur [[arc'hfonem]] vogalennek ma vez kavet A ha/pe U ha/pe O diouzh un tu pe Ä ha/pe Y ha/pe Ö diouzh an tu all e diabarzh ur [[ger]], da lâret eo kaver vogalennoù eus an hevelep ruummad atav e diabarzh pep ger diazez. Pa stager kengerioù ouzh ur wrizienn e tibaber pep vogalenn resis implijout hervez rumamd ar vogalennoù implijet e diabarzh ar wrizienn-se, da skouer
 
* ''kaura'' <small>kregiñ a ra gant ur vogalenn a-dreñv</small> → ''kauralla''
Linenn 97:
* ''kera'' <small>kregiñ a ra hep ur vogalenn neptu gant ur vogalenn a-dreñv war-lerc'h</small> → ''keralla''
 
=== Ar hensonerezh vogalennek e turkeg ===
 
E [[turkeg]] e tenn kont reolennoù an hesonerezh vogalennoù eus [[vogalenn a-raok|araokder]] ar vogalennoù hag ivez eus [[Rontder (yezhoniezh)|rontder]] ar vogalennoù war un dro.
Linenn 128:
: ''palto'''dur''''' ("ar chupenn eo")
 
== Gwelit ivez: ==
* [[Heñveladur (yezhoniezh)]]
* [[Metafoniezh]]
* [[Hesonerezh kensonennel]]
{{Porched yezhoù}}
 
[[Rummad:Fonetik ha fonologiezh]]
[[Rummad:Vogalennoù]]
 
[[be-x-old:Гармонія галосных]]
{{Porched yezhoù}}
 
[[ca:Harmonia vocàlica]]
[[cs:Vokálová harmonie]]