John Cabot : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
'''John Cabot''' (''Giovanni Caboto'' en [[italianeg]]) ([[1440]]-[[1498]]), a oa ur moraer hag un [[Roll an ergerzherien|ergerzher]] eus [[Venezia]] e servij [[Bro-Saoz]].
 
Dianav a-walc’h eo lec’h ganedigezh Cabot : evit tud zo e vije bet genidik eus [[Genova]] hag evit tud all e vije bet ganet e-kichen [[Naplez]]. Mont a reas da vevañ da Venezia da-heul e dud pa oa yaouank c’hoazh ha dont a reas da vevañvezañ unan eus keodedourien ar gêr-se. Dimeziñ a reas gant ur plac’h alese ha tri mab o devoe.
 
Evel ergerzherien all en amzer-hont ([[Kristol Goulm]] da skouer) en em lakaas ''Giovanni Caboto'' e servij ur vro all. E [[1496]] e voe kefridiet gant roue Bro-Saoz, [[Herri VII]], da vont da glask un hent betek [[Azia]] en ur vont war-zu ar c’hornaoueg. Cabot en doa klevet komz eus an douaroù a oa bet kavet gant Kristol Goulm un nebeud bloavezhioù abretoc’h, e [[1492]], ha kavout a rae dezhañ e c’hellje kavout un hent da vont eus kornaoueg Europa da reter Azia. E veaj kentañ, gant ul lestr hepken, a voe ur c’hwitadenn : ne c’hellas ket mont pelloc’h eget [[Island]] ha rankout a reas distreiñ war e c’hiz abalamour da dabutoù gant e voraerien.
Linenn 11:
Er bloavezh war-lerc’h, e miz Mae [[1498]], e loc’has adarre diouzh porzh [[Bristol]], e [[Bro-Saoz]], war-zu ar c’hornaoueg adarre, gant pemp lestr. Morse ne zistroas eus e veaj avat.
 
Ne ouzer ket mat pelec’h e oa bet o touarañ e miz Mezheven 1497. Kalz istorourien a soñj e oa en [[Douar-Nevez]], met marteze e oa en ul lec’h all, war aodoù [[Labrador]], [[Nova Scotia]] pe [[Maine]]. Dre ma n’eus prouenn ebet e vije bet Cabot oc’h ergerzhet an aodoù-se e lavarer peurvuiañ e voe ''kavet'' an Douar-Nevez hag aodoù reter Kanada gant daou voraer eus Portugal, Miguel ha [[Gaspar Corte-Real]], e [[1501]]. Hogen kazi sur eo e veze pesketourien eus Bro-Saoz (ha broioù all eus Europa marteze evel Breizh pe Euskadi), o verdeiñ war ar morioù-se abaoe meur a vloaz. Pa roe John Cabot kred d’o c’homzoù ez eas war-zu ar gwalarn, da glask an "douar nevez". Hiziv an deiz e seller ouzh John Cabot, e Kanada hag e Bro-Saoz, evel ouzh an Europad kentañ a zilestras war aod Norzh Amerika, goude mare ar [[Vikinged]].
[[Kristol Goulm]] ne erruas war douar-bras Amerika nemet e [[1498]] ha [[Jakez Karter]], a gomzer kement diwar e benn e Breizh, ne vageas a-hed aodoù reter Kanada nemet kalz diwezhatoc’h, e [[1534]].