Konfusianegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Eus al laez d’an traoñ: Li Ao 772-841 hervez Tángshū / Levr Tang
Linenn 54:
Gwir eo ne chome ket gwall galz eus soñjoù Konfusius e dibenn ar marevezh Han (9 GJK) ; petra bennak ma oa bet pal Mestr Kong lakaat forzh piv da vezañ ''junzi'' a-benn ren e oa ar Gonfusianegezh troet da ziogelouriezh stadel, hogos relijiel, na c’halled jubenniñ nemet dre ar skridoù ofisiel. Lod Konfusianed a glaskas chom feal d’ar Mestr hag a vurutellas ar skridoù bet lakaet da sakr : en o zouez e oa '''Xu Shen''' (58-147 GJK), anezhañ ur C’honfusian arbennigour war ar Pemp Levr, a ziskouezas ne c’halle ket ar skridoù konfusian bezañ strobet en un diogelouriezh unvan ha klok. <br />
Pa voe echu gant ar remziad Han (9 GJK) e oa staliet ar Vouddhaegezh e Sina abaoe tremen ur c’hantved, ha klask a reas lod renerien eus ar remziadoù '''Wen''' (386-535) en Norzh ha '''Jin''' (316-419) er Su adsevel skolioù konfusian war zigarez ma ne oa ar Gonfusianegezh nemet an Daoegezh treuzwisket, hag ar Vouddhaegezh un emdroadur eus an hevelep Daoegezh.<br />
GantarGant ar remziadoù '''Sui''' (581-618) ha neuze '''Tang''' (618-907) hepken e voe lakaet ar Gonfusianegezh e kalon ar Stad sinaat en-dro : d’ar marevezh Sui e voe staliet un arnodenn a “bennlenneg” konfusian hag unan a-zivout ar Pemp Klaselour, digor an div d’an holl ; gant o warlerc’hidi Tang e voe ouzhpennet teir arnodenn : Reizh, Matematikoù ha Srivañ. <ref> Des Rotours, 1932 </ref>
 
Aet e oa ar Gonfusianegezh da gefridi c’hopret neuze, douget gant kargidi anvet hervez o disoc’hoù en arnodennoù, prizet pe diskaret gant ur velestradurezh pounner hag efedus ne oant nemet rodoùigoù enni. <br />