Konfusianegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 59:
Konfusianed wirion a chome e Sina koulskoude, hag er velestradurezh, ha zoken e palez an impalaer – maodiern ar Reizh e voe ar barzh konfusian '''Bo Juyi''' (771-846).
 
Konfusianed all a gemeras o fluenn, n’eo ket da sinañ paperioù melestradurel, da skrivañ diwar-benn kelennadurezh Konfusius ne lavaromp ket : '''Kong Yinda''' (574-648) a embannas skridoù konfusian displeget, ar prefed '''Han Yu''' (767768-824) a gondaonas ar Vouddhaegezh ken prizet gant an impalaer hag a ginnigas distreiñ ez-ofisiel da gelennadurezh Konfusius ha Meng Zi – da lavaret eo skarzhañ an azeuldioù hag ar c’hloer “konfusian” gant re ar Vouddhaegezh, da gentañ-holl. <br />
Da heul Han Yu ez embannas ar skrivagnerien '''Li Ao''' (772-841) ha '''Liu Zongyuan''' (773-819) azginivelezh ar Gonfusianegezh wirion.