Konfusianegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 57:
 
Aet e oa ar Gonfusianegezh da gefridi c’hopret neuze, douget gant kargidi anvet hervez o disoc’hoù en arnodennoù, prizet pe diskaret gant ur velestradurezh pounner hag efedus ne oant nemet rodoùigoù enni. <br />
Konfusianed wirion a chome e Sina koulskoude, hag er velestradurezh, ha zoken e palez an impalaer – maodiern ar Reizh e voe ar barzh konfusian '''Bo Juyi''' (771772-846).
 
Konfusianed all a gemeras o fluenn, n’eo ket da sinañ paperioù melestradurel, da skrivañ diwar-benn kelennadurezh Konfusius ne lavaromp ket : '''Kong Yingda''' (574-648) a embannas skridoù konfusian displeget, ar prefed '''Han Yu''' (768-824) a gondaonas ar Vouddhaegezh ken prizet gant an impalaer hag a ginnigas distreiñ ez-ofisiel da gelennadurezh Konfusius ha Meng Zi – da lavaret eo skarzhañ an azeuldioù hag ar c’hloer “konfusian” gant re ar Vouddhaegezh, da gentañ-holl. <br />