Diforc'hioù etre adstummoù "Gian Galeazzo Sforza"

Diverradenn ebet eus ar c'hemm
[[Image:Gian Galeazzo e Ludovico testone 681662.jpg|200px|thumb|Gian Galeazzo Maria Sforza (a sin) gant e eontr [[Ludovico il Moro]]. ]]
[[Image:Isabella of Aragon.jpg|thumb|right|200px|[[Isabella d'Aragona]], priñsez eus [[Rouantelezh Naplez]].]]
'''Gian Galeazzo Sforza''', pe '''Giovan Galeazzo Maria Sforza''' ganet d'an [[20 a viz Mezheven]] 1469 en [[Abbiategrasso]], marvet d'an [[22 a viz Here]] 1494 e [[Pavia]], da 25 bloaz, a oa 6vet [[dug Milano]] e dibenn ar XVvet kantved.
 
==Istor==
Dug e voe war-lerc'h e dad [[Galeazzo Maria Sforza]] (lazhet e [[1476]]), dindan renerezh e vamm [[Bona di Savoia]] ([[1449]] - [[1503]]) da gentañ, dindan hini e [[eontr]] [[Ludovico il Moro]] goude, met hennezh a dennas pep galloud digantañ.
 
 
 
== Dimeziñ ha bugale ==
Dimezet e voe d'an [[2 a viz C'hwevrer]] [[1489]] da [[Isabella d'Aragona (1470-1524)|Isabella d'Aragona]] ([[1470]] - [[1524]]), [[keniterv]] dezhañ, ha pevar bugel o doe:
*[[Ippolita Sforza]] ([[1490]] - [[1501]]), marvet da 11 vloaz;
*[[Francesco Sforza (Il Duchetto)|Francesco]] (1491-1512),
*[[Bona Sforza]] ([[Pavia]] [[13 a viz C'hwevrer]] [[1495]] - [[Bari]] [[19 a viz Du]] [[1557]]) a zimezas d'ar [[15 a viz Mezheven]] [[1518]] d'ar roue [[Sigismondo Iañ Pologn]], marvet dre ar c'hontamm roet dezhi gant he sekretour.
*''Bianca Maria'' ([[1495]]-[[1496]]).
 
==E varv==
 
Mervel a reas Gian Galeazzo e 1494 e [[Pavia]] , ha hervez an istorour italian [[Francesco Guicciardini]] a skrivas ''La Historia di Italia'' (hervez anv embannadur 1561 e Firenze):
<blockquote>Hervez ar vrud e oa deuet ar marv d'an dug Giovan Galeazzo dre re a abadennoù c'hoari daou ; koulskoude e krede kalz tud en Italia ne oa ket naturel e varv na deuet diwar c'hoantegezhioù met diwar gontamm ... ur medisin eus al lez ... a lavare en devoa gwelet sinoù a gement-se. Ne oa arvar ebet da zen e oa bet roet ar c'hontamm, ma oa diwar gontamm e oa, gant e [[eontr]] ''[[Ludovico Sforza]]'' ...<!-- pajenn 54, Sindey Alexander; ISBN 0-691-05417-7 --></blockquote>
 
 
183 266

modifications