Carl Friedrich Gauss : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: be:Карл Фрыдрых Гаўс
Linenn 5:
 
== E vuhez hag e labourioù ==
Ganet eo Gauss e [[Braunschweig]], e [[dugelezh Braunschweig]] (en [[Alamagn]] hiriv an deiz) en ur familh paour. Mab nemetañ Gerhard Dietrich ha Dorothea Gauss e oa Johann Carl Friedrich. Dizesk a-walc'h e oa e dud.
 
Donezonet kenañ e oa ar bugel, ha deskiñ a reas lenn ha kontañ drezañ e-unan d'an oad a dri bloaz er skol. Souezhañ a reas buan a-walc'h e gelennerien, un danevellig a zo diwar benn-se: Ur c'helenner a roas d'e skolidi ul labour sammañ evit pleustriñ. Kinnig a reas dezho sammañ an holl niveroù etre 1 ha 100. Nebeudig amzer war-lerc'h e roas Gauss ur respont vat d'e gelenner, sammet en doa en un doare fin ar sifroù kenetrezo: 1+100=101, 2+99=101, 98+3=101... ha se 50 gwech ( <math>(100x101)/2</math>). Gwelet e vez ar formulenn-se hiriv an deiz e klas 1<sup>añ</sup>S el lise.