Konfusianegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D reizhañ liamm diabarzh
Linenn 7:
Azasaet e voe kelennadurezh Konfusius betek dont da vezañ stadel dindan ren ar remziad [[Tierniezh Han|Han]] (206 KJK - 220 GJK), ma voe lakaet pouez war an tu kevredigezhel anezhi ha ma troas da emzalc’h disi an uhelidi, alese patrom an noblañsoù sevenet hag emouestlet e buhez kevredigezhel hag armerzhel o c’hornad-bro. <br />
Da vare ar remziad [[Tierniezh Song|Song]] (960-1279]] e voe diskaret ar [[Boudaegezh|Vouddhaegezh]] a oa ar relijion bennañ abaoe ar 5vet kantved GJK <ref> GERNET & MEUWESE, 1998 </ref> ha distreiñ da hengoun Konfusius a reas ar vuhez politikel, armerzhel ha speredel. Dont a reas ar Gonfusianegezh, levezonet gant ar Vouddhaegezh hag an [[Daoegezh]], da vezañ ur peurbatrom a ziogele an hevelebiezh etre urzh mab-den hag urzh an natur hollvedel. Hollbouezus e teuas perzh an impalaer a-benn mirout kempouez ar bed. <br />
Pelloc’h ez emdroas ar Gonfusianegezh betek dont da vezañ seizus ha digelennus, ar pezh a voe pennabeg d’he diskar. Da get ez eas pa gouezhas an impalaeriezh en he foull (1912), petra bennak ma oa an dispac’hour [[Sun Yat-sen]] (1866-1925) mennet d’he lakaat e [[bonreizh]] Sina Nevez. Ar [[Komunouriezh|gomunourien]] a sellas outi evel warlerc’hiet, unan eus perzhioù Sina da amzer ar [[Gladdalc’helezhGladdalc'helezh|c’hladdalc’helezh]], zoken pa veze doujet dezhi ez-prevez gant lod renerien. [[Mao Zedong]] (1893-1976) a voe ur rener konfusian hep en embann, tra ma voe anzavet fraezh gant [[Lin Biao]] (1907-1971). Adal 1980, dindan ren '''Deng Xiaoping''' (1904-1997), e voe kelennet prederouriezh Konfusius a-nevez ha lidoù a voe savet en e enor gant ar galloud. Bev ha stadel eo ar Gonfusianegezh e [[Taiwan]].
 
== Deroù ar Gonfusianegezh ==