Ki : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
FoxBot (kaozeal | degasadennoù)
Ankou (kaozeal | degasadennoù)
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
* :''Evit kement tra ha ne denn ket d'ar c'hi pevarzroadek sellout ouzh [[ki (disheñvelout)]].''
{{wikeriadur}}
[[Skeudenn:Basset Fauve de Bretagne 600.jpg|thumb|Ur c'hi]]
* ''Evit kement tra ha ne denn ket d'ar c'hi pevarzroadek sellout ouzh [[ki (disheñvelout)]].''
Ar '''c'hi''' ('''chas''' pe '''kon''' el liester) zo ul loen [[bronneg|bronnek]] [[pevarzroadeg|pevarzroadek]], anvet ''Canis lupus familiaris'' e [[latin]], eus ar [[kerentiad|c'herentiad]] ''[[Canidae]]'', en [[urzhiad]] ar [[kigdebrer|c'higdebrerien]].
 
[[Skeudenn:Basset Fauve de Bretagne 600.jpg|thumb|]]
 
Ar '''c'hi''' ('''chas''' pe '''kon''' el liester) zo ul loen [[bronneg|bronnek]] [[pevarzroadeg|pevarzroadek]], anvet ''Canis lupus familiaris'' e [[latin]], eus ar [[kerentiad|c'herentiad]] ''[[Canidae]]'', en [[urzhiad]] ar [[kigdebrer|c'higdebrerien]].
 
== Dañjer ==
Loened [[doñvadur|doñv]] ha [[loen ti|loened ti]] eo ar chas, ha dizañjer d'an den peurvuiañ, war-bouez ur [[gouenn|ouenn]] bennak. Met diwall ouzh ar ''chas klañv'' a ranker, gant aon rak ar [[konnar|gonnar]]. Arabat ivez tostaat ouzh ur c'hi bras a vez o tebriñ, na dreist-holl tennañ e [[boued|voued]] digantañ.
 
* [http://commons.wikimedia.org/wiki/Category:Canis lupus|Luc'hskeudennoù all eus chas]
 
=== Gerioù ===
Ar '''c'hi''' eo ar par, ar '''giez''' ar barez. '''Kon''' eo al [[liester]] kozh a gaver e anvioù-tud keltiek ([[Konwoion]], [[Kongar]], [[Konveur]] ...) , '''chas''' a vez lavaret e-maez [[Bro-Gwened]], deuet diwar ar ger [[galleg|gallek]] ''chasse''.
 
Kiesa a ra ar c'hi pa ya da glask ur giez d'en em barañ.
Linenn 18 ⟶ 13:
== Rummoù chas ==
Anaout a reer
* ar ''[[ki-polis|c'hi-polis]]'', implijet gant ar [[polis|boliserien]] en o [[enklask polis|enklaskoù]] abalamour d'o galloud-c'hwesa
* ar ''c'hi-hemolc'h'', pe ''ki-chase'', a zo meur a seurt anezho, ha dreist-holl ar ''c'hi-choukant'', hag ar ''c'hi-red''
* ar c'hi-sikour, implijet evit klask roudoù an dud m'eo kouezhet traou warno ([[savadur]]ioù en o foull, [[erc'h]])
* ar ''c'hi-saout'', pe ''ki-deñved'', a ziwall al loened-se,
* ar ''[[korrgi|c'horrgi]], ar c'hi-[[spagnol]], ar c'hi-bleiz'', a zo gouennoù, evel ''ar c'hi-douar'', pavet berr
* ar ''c'hi-kolveg, ki-porzh, ki-stag'', zo anvioù roet d'ar ''chas-diwall'',
* ar ''c'hi-dimezell'', pe ''ki-madam'', a zo chas brav, a vez moumounet, gwalc'het ha kribet.
 
* Sellout ivez ouzh : [[Listennad gouennoù chas]]
 
== Loened labour ==
 
Implijet e vezont evit labourat a-wechoù, da ziwall [[tropell]]où loened dreist-holl ha da ziwall tud, [[ti]]er ha [[savadur]]ioù. En [[Alaska]] e vezont implijet ivez da sachañ war ar [[stlejell]]où war an [[erc'h]].
 
== En arzoù ==
* Chas brudet zo, evel [[Moutig]], ki [[Tintin]], [[Lassie]] ha re all.
* Un istor chas fentus : ''Noblañs'' gant [[Jakez Konan]].
 
== Troioù-lavar ==
* ''Bezañ abaf, didalvez, feal, hardizh, paour, treut, evel ur c’hi''.
* ''Bezañ brell evel ur c’hi bihan''.
* ''Bezañ evel ur c’hi bihan war-lerc’h ub''.
* ''Bezañ evel ur c’hi war ur [[kravazh|c'hravazh]]'': nec'het bras
* ''Bezañ abaf, didalvez, feal, hardizh, paour, treut, evel ur c’hi''.
* ''Bezañ krog ar c’hi du en ub'' : ober ur c’horfad [[gwarizi]]
* ''Bezañ, chom, leuskel ub, e-unan evel ur c'hi, evel ur penn-ki''.
* ''Bezañ evel ki ha [[kazh]]'': bezañ atav oc'h en em zrailhañ.
* ''Bezañ divalav-ki, treut-ki, yen-ki''.
* ''Bezañ bet un taol ki rous'' : doare dizereat da gomz eus ur vaouez dougerez
 
* ''C'hoari e gi'': ober trouz
* ''Hejañ e gi'': bezañ fuloret
* ''Gwiskañ botoù ront ar c’hi du'' : bezañ [[gwarizi]] ennañ
 
* ''Kaout c’hoant da dennañ panez eus [[gouzoug]] ur c’hi'' : d’ober un dra dibosubl
* ''Kaout naon-ki'': naon du.
* ''Kas e gi d’e lochenn''. Kontrol d’an hini a hej e gi, an hini e gas d’e loch e lak da devel: mestr eo war e [[fulor]].
* ''Kiañ, kiañ e gorf'': loeniñ, kaout bec’h, poaniañ.
* ''Labourat evel ur c’hi'' : evel ul loen pe ur marc’h.
* ''Lakaat unan bennak e renk ar chas'': ober vil da unan bennak.
* ''Lojañ dindan lost ar c’hi'': en un ti gwall lous
* ''Mont da gaoc’h-ki'' : bezañ debret gant ur c'hi = mont da get.
* ''Mont kuit evel ur c’hi kannet'': evel ur c’hazh gleb,
 
* ''Na dalvout ur [[bramm]] ki, ul [[louf]] ki, al lart eus ur c’hozh ki krouget'': na dalvout un aval brein.
* '' Na vezañ diwar chas ar vro'': heñvel ouzh ''na vezañ diwar [[saout]] ar vro''.
* ''Na vezañ mat da deurel d’ar c’hi, d’ar chas'' : na dalvout netra
* ''Neuial evel ur c’hi plom (E-lec’h ma kouezh e chom)'' : na c’houzout neuial
 
* ''Ober ur c’hoarzh ki'': skrignal
* ''Ober ul labour ki'': ul labour diaes; kiañ.
* ''Ober ur paz-ki da ub''.
* ''Redek evel ur c’hi klañv'': buanañ ma c’hall
* ''Reiñ, tennañ un digarez ki'': un digarez toull.
* ''Skuilhañ daeroù ki, goueloù ki'': daeroù kazh.
* ''Tapout ar c’hi e-lec’h ar c’had'': c’hwitout
* ''Tennañ amann, panez eus gouzoug ar c’hi'':
** pe ober un dra diaes da ober
** pe klask gouzout ar wirionez digant unan bennak.
* ''Treiñ ar c’hi dre e lost'': ober netra.
* ''Yudal evel ur c’hi'', a zo un tamm evel ''blejal evel ul [[leue]]''.
 
== [[Krennlavar]]où ==
* ''A-benn neuze hag ac'hann di En devo harzhet meur a gi''.
* ''Da bep seurt oad E red ar c'hi war-lerc'h ar [[gad|c'had]]''. A vez laret diwar-benn ar verc'hetaerien gozh.
* ''Diwar gi, ki; diwar gazh, kazh; Diwar logodenn ne vez ket a [[razh]]''.
* "Kamm ki pa gar"
* ''Ki skaotet En deus aon rak dour bervet''.
* ''E-lec’h ma staot ur c’hi E staot daou pe dri''.
* ''Ki besk ha kazh diskouarnet N’int mat nemet da zebriñ boued''.
* ''Pep ki zo mestr en e di''.
* ''Tri bloaz o tont da gi, tri bloaz ki, tri bloaz o vont er-maez a gi''. Nab bloaz e vev ar chas.
* ''Ur c’hi meret, hanter savet Ur c’hazh meret, hanter lazhet''. Ne saver ket ur c'hi evel ur c'hazh.
* ''Dre forzh heskinat (pe hegañ) ar c’hi e teu da vezañ [[konnar|droug]]''.
 
== Gerioù deveret ==
* seurtoù chas (ouzhpenn ar re meneget uheloc'h): ki-foutouilhek, ki-noz, ki-ridellek,
* verboù: ''kiañ, kiesa''.
* loened pevarzroadel all [[ki-dour]], [[aourgi]]
* anvioù graet eus tud zo:
** ki-du, ha diwar-se an anvioù-tiegezh Kidu ha Kergidu
** ki-gaol, ki-labour
* anvioù pesked: [[ki-mor]] (a-wechoù [[spineg]], a-wechoù morc’hast), [[morc’hast]], [[ki-rouz]] (anv all roet d’ar vorc’hast)
* anvioù-plant: [[bent-ki]], [[louzaouenn-ar-c'hi]]
* anvioù traoù : [[ki-tan]], ki ar fuzuilh.
* anvioù-badez: [[Tangi]] ha [[Konan]]
 
== Liammoù diavez ==
{{wikeriadur}}
{{commons|Dogs|Chas}}
 
[[Rummad:Canidae]]
Adtapet diwar « https://br.wikipedia.org/wiki/Ki »