C'hwen : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ankou (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 4:
{{Taxobox Ordo | Siphonaptera}}
{{Taxobox Echu}}
 
 
Ar '''c'hwen''' zo amprevaned bihan hep eskell eus urzhiad ar ''Siphonaptera'' (lod a ra gant an anv ''Aphaniptera'' abalamour m’eo koshoc’h, met ret eo d’an anvioù a-us renk ar c’herentiezhioù heuliañ reolennoù an [[ICZN]]. Abalamour da se e vez graet gant an anv kentañ gant an daksonomourien). Ar c’hwen zo [[arvevad]]ed diavaez a vev o sunañ gwad ar [[bronneg]]ed hag an [[evn]]ed. Diskenn a reont eus amprevaned eus [[kerentiad]] ar [[Boreidae]], zo diaskell ivez ; abalamour da se e c’hallfent bezañ adrenket a-benn ar fin en un isurzhiad e-touez ar [[Mecoptera]]. En amzer dremen, avat, e soñjed peurliesañ e teue ar c’hwen diwar ar [[kelien|c’helien]] ([[Diptera]]), abalamour m’o deus o larvennoù perzhioù heñvel. Forzh penaos, holl ar strolladoù-se zo en ur [[kladenn|gladenn]] a vod lignezioù amprevaned kar-nes. Kinniget eo bet badeziñ ar strolladoù-se [[Mecopteroidea]] hag [[Antliophora]].
 
 
==Morfologiezh hag emzalc’h==
[[Skeudenn:Catflea small.jpg|thumb|C'hwenenn kizhier]]
Bihan eo ar c’hwen (1, 5 da 3, 3 mm hed), eskuit, ul liv teñval dezhe peurliesañ (s.o. liv ruz-gell ar c’hwen kizhier), diaskell gant begoù aozet a-ratozh evit sunañ gwad o ostiz. O c'horf zo gwasket a-gostez, ar pezh a ro o zu dezhe da zilec’hiañ en un doare aes a-dreuz ar vlevenn (pe ar pluñv, ha kement zo…). Hir eo o favioù, reizhet eo o favioù a-dreñv evit lammat (betek 18 cm a-serzh ; ha war-hed 33 cm a-blaen<ref > [http://ohioline.osu.edu/hyg-fact/2000/2081.html C’hwen, HYG-2081-97] William F. Lyon, [[skol-veur stad Ohio]] Pajenn entomologiezh.</ref>) – war-dro 200 gwezh hed o c’horf e-unan. Korf ar c’hwen zo kalet, lufrus, ha goloet gant kalz blevennoù ha drein berr troet etrezek an tu a-dreñv<ref>[http://edis.ifas.ufl.edu/IG087 C’hwen] - P.G. Koehler ha F. M. Oi., miz Even 1993, adwelet e miz C’hwevrer 2003. Pourchaset gant [[Skol-veur Florida]]</ref>, a ro o zu d’ar c’hwen da dremen aes a-dreuz blev o ostiz. Gouest eo o c’horf da c’houzañv ur gwask bras. Moarvat ez eo un emdroadur evit bevañ en desped d’ar c’hrabiserezh ha kement zo. Alies zoken ne vez ket a-walc’h o moustrañ kreñv etre ar bizied evit o lazhañ. E c’hall bezañ ret o flastrañ etre an ivinoù.
 
 
Dozviñ a reont vioù gwenn bihan [[hirgelc’h]]iek. O [[larvenn]]où zo bihan ha sklaer gant reunennoù a c’holo o c’horf heñvel ouzh hini ur breñvedenn. N’o deus ket a lagad, ha reizhet eo o genoù evit chaokat. Tra ma vev ar c’hwen en oad gour diwar gwad hepken, o larvennoù a zebr danvezioù a-bep seurt, en o zouez [[fank]] ar c’hwen en oad gour.<ref>[http://bugguide.net/node/view/7040 Urzhiad Siphonaptera - C’hwen - BugGuide.Net] 28 a viz Kerzu 2006</ref>
 
==Kelc’hiad buhez ==
[[ImageRestr:Flea Larva.jpg|right|thumb|poltred ul larvenn.]]
Ar C’hwen zo amprevaned a dremen dre pevar stad buhez : da gentañ [[kellid]], [[larvenn]], [[nimfenn]] hag [[imago]] (amprevan gour). Kelc’hiad buhez ar c’hwen a grog pa zozv ar parezed goude bezañ debret. Ret eo d’ar c’hwen gour debriñ gwad kent bezañ gouest d’en em barañ.<ref > [http://edis.ifas.ufl.edu/IG087 C’hwen] - P.G. Koehler ha F. M. Oi., miz Even 1993, adweleet e miz C’hwevrer 2003. Pourchaset gant [[Skol-veur Florida]]</ref>. Dozvet e vez ar vioù e bernioù eus muioc’h evit 20 vi, peurliesañ war o ostiz, ha ruilhañ a reont war al leur. Al lec’h ma vez an ostiz o vevañ hag o kousket a zeu eta da vezañ al lec’h ma vev ar c’hwen o tiorren. Etre daou zevezh ha div sizhunvezh e laka ar vioù da ziflukañ <ref > [http://ohioline.osu.edu/hyg-fact/2000/2081.html C’hwen, HYG-2081-97] William F. Lyon, [[skol-veur stad Ohio]] Pajenn entomologiezh.</ref>.
 
Linenn 24 ⟶ 21:
Ur wezh tizhet an oad gour, o fal kentañ zo kavout gwad. Ret eo dezhe debriñ gwad evit [http://edis.ifas.ufl.edu/IG087 gouennañ]. Ar c’hwen en oad gour n’o deus ken ur sizhunvezh pe war-dro evit kavout gwad, ur wezh sortiet eus o foupenn, daoust ma c’hallont chom bev etre daou viz hag ur bloavezh etre daou bred.
Pa vez c'hwen gant al loened doñv e hadont vioù c'hwen e pep lec'h. Gortoz a ra ar vioù-se ar mare mat da zozviñ. Pa zozv ur bern war un dro e kaozeer eus ''c'hwen plañcheris''.
 
 
En ur boblañs c’hwen e kaver 50 % vioù, 35 % larvennoù, 10 % poupennoù ha 5 % c’hwen en oad gour. Hollad kelc’hiad o buhez a c’hall tremen e div sizhun, met gall a ra bezañ astennet da veur a viz pa vez azas an endro. Ar parezed a c’hall dozviñ 500 vi pe muioc’h en o buhez, ar pezh a ro an tu dezhe da baotañ.
 
 
==Darempredoù gant an ostiz==
Linenn 34 ⟶ 29:
 
E-kichen d’o noazusted, ar c’hwen a c’hall ivez degas kleñvedoù. Da skouer, ar c’hwen a ro ar [[bosenn werblus|vosenn werblus]] peogwir e ro bod da bakteri ''[[Yersinia pestis]]''. Gallout a reont ivez reiñ an [[tifuz]] pe an ''[[himenolepiasis]]''.
 
 
 
 
== Spesadoù paotañ ==
 
Ar spesadoù paotañ zo :
* ''[[Ceratophyllus gallinae]]'' (c’hwen ar yer)
* ''[[Ctenocephalides felis]]'' (c’hwen ar c’hizhier)
* ''[[Ctenocephalides canis]]'' (c’hwen ar chas)
* ''[[Pulex irritans]]'' : (c’hwen an dud)
* ''[[Tunga penetrans]]'' ar c’hwen-chique
* ''[[Xenopsilla cheopsis]]'' (c’hwen ar razhed)
 
 
 
<gallery>
Linenn 55 ⟶ 44:
Image:Buonanni Puce 1681.png|Buonanni Philippo (1638-1725), skeudennadur eus 1681.
</gallery>
 
 
===Mammennoù===