Lezennouriezh (prederouriezh sinaat) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.6.3) (Robot ouzhpennet: hu:Legizmus
D Liamm Oadvezh ar Stadoù Brezelour (= Warring States Period = Les Royaumes Combattants).
Linenn 1:
'''Lezhennouriezh''' (sinaeg 法家, [[pinyin]] ''fa jia'', "skol al lezenn") a reer en Istor [[Sina]] eus unan eus ar froudadoù prederouriezhel pouezusañ a voe en Oadvezh [[BrezelOadvezh ar BroioùStadoù Brezelour]], a grogas war-dro ar bloavezh 475 KJK hag a echuas gant deroù ar remziad Qin er bloavezh 221 KJK, pa voe Sina unanet hag anvet '''Qin''' (distaget [''tchin'']) hepken.<br.>
Dre ma voe goveliet an anv ''fajia'' e-kerzh ren ar remziad Han (202 KJK-220 GJK) ne c'hall ket ober dave d'ur gelennadurezh urzhiet d'ar mare ma oa en he bleuñv.<br/>
Ur pal politikel hepken a oa d'al lezennouriezh, ne glaske ket displegañ kealioù donoc'h evel penn-natur hag abeg buhez mab-den war an Douar. Ne selle ket al lezennourien ouzh an dud hag o c'hevredigezh evel ma rankjent bezañ, hogen evel ma oant ; un taol-skub a rojont d'an hengoun ha d'an dremened a-raok prederiañ war ar bed distabil m'edont o vevañ.