Pêr Even : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
YunBot (kaozeal | degasadennoù)
D Bot: dilamet ar patrom hervez an diviz votet (-{{peurunvan}} +)
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
 
 
Ganet e oa bet [[Pêr Even]] (''Jil Ewan'' e anv-pluenn) e [[Bro-Oueloù]] e [[1919]], e [[Goudelin]], etre Gwengamp ha Lanvolon. Dont a rae Pêr Even enta eus un tiegezh brezhonegerion gristen diwar ar maez war harzoù ar [[brezhonegva]]. Bez'e oa anezhañ enta ur brezhoneger a vihanik.
Skoliet e oa bet e [[kelenndi]] ar Salezidi e [[Koad-an-Hoc'h]], etre [[Kastellaodren]] ha [[Gwengamp]], gant ar [[Salezidi]], a blede eno gant ur skolaj vicherel.
Linenn 32 ⟶ 30:
* "Confessiones" [[sant Eosten]], e hanterenn gentañ ar bloavezhioù '90, a voe kaset da benn gantañ aketus-tre, un oberenn a c'hwec'h kant pajenn bennak, ma klaskas ar skrivagner enni tennañ ampled eus an destenn latin savet gant an aozer evit diorren ar brezhoneg arnevez ar muiañ ma c'helle. Embannet e teir levrenn gant [[Imbourc'h (kelaouenn)|Imbourc'h]].
 
* A-c'houdevezh e kasas Pêr Even, reoliek tre, pennadoù a [[feizoniezh]] kristen, peadra da gempenn un dornlevr a gelennadurezh kristen, a zo bet, an darn-vuiañ anezho, dastumet hag adembannet dindan an talbenn [["Ar Feiz dre ar Meiz"]] gant [[Imbourc'h (kelaouenn)|Imbourc'h]]. .
 
* daou c'heriadur arnevez e dibenn ar bloavezhioù '90, al "Lexique complémentaire français-breton" hag al "Lexique complémentaire breton-français", tost da 350 pajenn e pep hini anezho, a voe embannet gant [[Imbourc'h (kelaouenn)|Imbourc'h]]. er bloaz e 1996 hag er bloaz 2000.