Lavar programmiñ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 26:
Hogen e c'heller renkañ anezhe ivez hervez an doare ma vez keweriet ar programmoù skrivet gante gant an urzhiataer a-raok bezañ erounezet gantañ : '''an aregoù da gempunañ hag an aregoù da zewezhiañ'''.
 
'''An aregoù da gempunañ''' e vez graet gant ur [[kempuner|c'hempuner]] da gempunañ ar goulevioù skrivet gante d'ober ur [[restr stlennegel|restr]] tarzh a c'hello neuze bezañ erounezet war un dro gant an ijinenn. An [[areg C]] da skouer a zo ul lavar stlennegel da gempunañ.
 
'''An aregoù da zewezhiañ''' a vez dewezhiet (displeget en un doare stlennegel) gant ur [[programm talvoudek]] (pe goulev mavek) anvet [[dewezhier]] a-feur ma vez lennet gant an urzhiataer ar goulevioù skrivet gante. Goude bezañ dewezhiet un [[ditour]] eus ar goulev e c'hell neuze an urzhiataer erounit anezhañ ha gortoz ma vije dewezhiet an ditour a heuilh. An areg PHP a zo ul lavar stlennegel da zewezhiañ.