Mart Amerika : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 17:
Mart Amerika en-deus ur c'horf hir ha moan goloet gant ur blevad gell. Sklaereoc'h eo e c'houzoug eget peurrest er c'horf hag e lost a zo hir ha blevek. Ur vuzell vekek en-deus ha skiltroù damguzh evel re ar c'hizhi, hag a skoazell anezhañ da bignat er gwez. Bez ez eus torchennigoù dindan e bavioù hag a harp anezhañ da gerzhout war an erc'h.
 
Un hollzebrer eo. Argasiñ a ra anevaled vihan evel ar [[gwiñver ruz amerikan]] (''Tamiasciurus hudsonicus'') met galloud a ra ivez debriñ raned, amprevaned, pesked pe frouezhioù. Oberiantoc'h eo e-pad an noz, an abardez hag abred er mintin. N'eo ket un aneval kevredel ha gantañ e-unanig e chom estreget e-pad an amzer-parañ. E-pad an hañv e vez o c'hoarvez homañ met plantadur ar vi er mammoù a vez dizalet hag en nevez-amzer a-c'houde e vez gante ar venned (etre 1 ha 5).
 
Un aneval tachennadel eo. Un tachennad a veur a km² o-deus ar pir hag he difenn a reont en un doare ferv ouzh ar re arall. D'un aneval-ti e c'hell mont pa vez desavet gant tud. Hemlc'het eo evit e greoñ heñvel a-walc'h ouzh hini ar sebelinez met nebeutoc'h eget gwechall. E boblans a oa digresket kalz e deroù an XX{{vet}} kantved met ur bolitikerezh a virerezh he-deus roet tro dezhi da greskiñ addare. Kinniget eo gant distrijadur e annez c'hoazh, avat.
 
=Daveoù=
* {{IUCN2006|assessors=Mustelid Specialist Group|year=1996|id=41648|title=Martes americana|downloaded=12 May 2006}}
* [http://animaldiversity.ummz.umich.edu/site/accounts/information/Martes_americana.html ''Martes americana'' on Animal Diversity]
* Nowak, Ronald M. (2005). ''Walker's Carnivores of the World''. Baltimore: Johns Hopkins Press. ISBN 0-8018-8032-7