Lucas Cranach an Henañ : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Ankou (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 9:
D'ar mare-se e oa damheñvel e oberennoù ouzh re [[Albrecht Dürer]] ha re [[Albrecht Altdorfer]] : gweledvaoù birvilh enno, livioù flamm, leun a vunudoù hag a arouezioù, tudennoù taolennet pizh, dezho neuzioù kevrinus.
 
E [[Wittenberg]] en em stalias e [[1505]] hag e teuas da vezañ livour lez ar priñs-dilenner Friedrich ar Fur a Sachsen. Noplaet e voe e [[1509]]. Ouzhpenn lakaat anezhañ da sevel sternioù-aoter ha poltredoù e felle d'e warezerien kaout peadra da ginklañ o ziez, neuze e kemmas doaree zoare da labourat. Aozañ a reas ur stal-labour, enni e labouras gant e zaou vab.<ref name="art58">Les grands maitres de la Renaissance allemande de Dürer à Holbein, ''Cranach l'Ancien, un parcours singulier'', Les dossiers de l'Art, niv. 148, p 58</ref>. Azalek ar mare-se e tilezas e zoare da livañ hag e tostaas ouzh ar vanieregezh : hiroc'h ha gwevnoc'h e teuas ar stummoù da vezañ, an tudennoù o doe ur perzh brasoc'h keñveriet gant hini o endro, kenaozet pizh eo an doare m'en em zalc'hont, koulz hag o dilhad. Arbennigourien zo a gav ez eo ar c'hemm-se penn-kentañ un diskar az eas war greñvaat goude [[1525]], re all a gav dezho eze voe talvoudus ar pezh a savas etre [[1505]] ha [[1525]], daoust m'eo disheñvel-tre diouzh ar pezh a reas pa oa e [[Vienna]]<ref name="Vaisse">Pierre Vaisse, Pennad ''Cranach l'Ancien'', Encyclopaedia Universalis, DVD, 2007</ref>.<br />
Dre ma'z ae war eeunaatdoare e oberennoù war eeunaat e voe aesoc'h dezhañ eilañ anezho en e stal-labour<ref name="art58"/>.Ur pimpatrom plac'h stilizet a grouas neuze, diazezet war bennaennoù ne oant ket klasel tamm ebet. Ar pimpatrom-se, skeudennet peurliesañ dre wagennadoù mistr (''Nimfenn ouzh un eienenn'', 1518 ; ''Lukres'',1532) a vez displeget alies evel ur badusted eus an arz gotek pe evel un doare da dostaat ouzh ar vanieregezh<ref name="art58"/>. Dre e implij eus al livioù hag eus al linennoù kildroennek e teu oberennoù Cranach da vezañ hoalus<ref name="Vaisse"/>. <br />
En e daolenn ''Gwener'' ([[1529]]) e livas Cranach un tem klasel eus an [[Azginivelezh]], hag ec'h ouzhpennas kalz a orgederezh ennañ. En he noazh emañ Gwener evel m'eo dleet, hag ur plac'h yaouank eo. Un dro-c'houzoug he deus evel ma vije ur serc'h, ha gant ur biz e tiskouez he forzh en ur sellout ouzh an arvesterien en un doare lorbus. An endro a denn da hini Alamagn ar mare-se<ref>Les grands maitres de la Renaissance allemande de Dürer à Holbein, p. 59</ref>.
 
Er memes mare e kejas gant [[Martin Luther]] e [[Wittenberg]]. Mignoned e teujont da vezañ, ha Cranach a savas meur a boltred eus Luther. Sevel a reas Cranach a-du gant mennozhioù Luther, ha meur a daolennhini eus an taolenn a reaslivas a oa stag ouzh pennaennoù an [[Disivoud]], ha tennet eus an testamant[[Testamant kozhKozh]] pe eus an hini nevez. Poltredoù ha taolennoù relijiel a livas ivez, hag en [[Europa]] a-bezh e voe brudet. Azalek [[1525]] e labouras muioc'h hag e voe sikouret gant e vibien, Hans ha [[Lucas Cranach yaouankar Yaouankañ|Lucas]] o anvanvioù.
 
Perc'henn e oa war ur stal apotikerezh hag un ti-moullañ, ha teir gwech e voe dilennet da vourkmestr .
 
Yann-Friedrich a voe prizoniet goude emgann [[Mühlberg]]. Cranach a heulias anezhañ etre [[1550]] ha [[1552]], ha goude-se e tistroas da [[Weimar]]. Eno e varvas bloaz goude, goude bezañ savet ouzhpenn 400 oberenn. E vibien a gendalc'has neuze gant e stal.
 
== Oberennoù ==