Skolaj : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Linenn 34:
 
=== [[Skolaj Diwan Gwened]] ===
Ganet eo Skolaj Diwan ar Morbihan da goulz an distro skol 1999. Staliet e oa/ e Planvour, e kreizenn Amzer Nevez. Joel Le Baron, Prezidant kentan en deus lanset ar skolaj, gant ar rener, David Ar Gall o kenlabourat gant ar c’huzul meran.
 
E distro-skol 2001 eo dilojet ar skolaj evit mont e kreiz-kêr Gwened, straed Jean Marie Allanic, war Rabine Gwened, e-tal kichen ar porzh. Labourioù a zo bet graet evit kempenn al lec’h, ha tamm ha tamm e vez savet ur skolaj brasoc’h brasan.
 
En distro-skol 2002 e teuas Antony Heulin da vout rener ha Jean François Gouillouzig da vout Prezidant.
 
Kevrataet eo bet ar skolaj da vout ur gevrad gant ar stad e 2005, goude 5 blez kelenn ha goude bout staliet ar sal fizik ha teknologiezh.
 
Brasaet eo ar skolaj hag eman o kresk an niver a skolajidi. Degemeret e vez 122 skolajiad hiriv. Diabaoe 2005 eo renet ar skolaj gant Stéphanie Ménec hag ar Prezidant, Vincent Brumauld des Houlières.
 
Eman ar Skolaj Diwan ar Morbihan o tegemer skolajidi o tonet eus skolioù Diwan a-bep tu; Roazhon, Naoned, an Oriant hag all... hag un neubet re eus skolioù divyezhek ar Morbihan. Digor eo ar skolaj war 5 devezh, gant ur c’houskva hag obererezhioù ar merc’her goude merenn evit an 20 bennak a ziabarzidi a chom ar sizhun a-bezh (kayakin, UNSS, bowling, sinema... ). Evit an diabarzhidi e vez graet peadra gellet labourat o kaout plijadur; gant ar beilhadegoù, festoù noz, arvestoù ha stalioù a vez kinniget dezho. Ouzhpenn eman ar porzh-skol nevez aozet evit an dudioù sportel.
 
Gant ar skipailh pedagogel, tud ar c’huzul meran hag an holl dud a labour evit ar skolaj, e vez lanset raktresioù hag eskemmoù gant broioù arall, gant brezhonegerien ha kevredigezhioù. Bep trimiziad e vez savet ur gouel war un devezh evit gouesltan ar brezhoneg oc’h ober c’hoarioù, stalioù, eskemmoù gant tud a-vicher, festoù noz.
 
 
Destenn tennet ag al lec'hienn :
 
http://skolaj.diwanmorbihan.org/spip.php?article26
 
=== [[Eil Skolaj Diwan Bro Leon]] e Gwiseni ===