Diforc'hioù etre adstummoù "Unix"

Kemm ebet er vent ,  14 vloaz zo
D
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
D
 
==Alberz==
Reizhiadoù korvoiñ Unix a vez implijet en un doare ledan kement evit [[dafariad stlennegel|dafariaded]] (pe servijerioù) hag evit [[stael labour|staeloù labour]] (pe postoù labour). An endro (pa amva) "Unix environment" ha patrom goulaviñ (programmiñ) [[arval-dafariad]] (pe klient-servijer) a voe elfennoù a-bouez evit diorren danzen ar [[Kenrouedad|Genrouedad]] hag adframmañ an urzhiataerezh war-zu [[Rouedad stlennegel|rouedadoù]] kentoc'h eget war-zu urzhiataeroù hiniennel.
 
==Istor==
 
Ergrafet e voe an UNIX kentañ gant [[Ken Thompson]] adalek [[1965]] en arnodvaoù Bell AT&T e Murray Hill er New Jersey ([[Stadoù Unanet]]). Pal Kel Tompson a oa danzen ur reizhiad etrewezhiat (etre-oberiat) eeun anvet "multics" (Multiplexed Information and Computing System) da lakaat da dreiñ war an urzhiataer ur c'hoari krouet gantañ anvet "space travel" un [[darvanañ|darvanerezh]] ("simulation") eus [[koskoriad an heol]].
 
Stummet e voe bet war-lerc'h ur genseurterezh tro-dro da "multics" gant ar MIT (Massassuchetts Institut of Technology) eus General Electric co hag Bell Lab.
* Dilemel ar bridañ e veze dre-benn ment ar restroù,
 
* Lakaat ar reizhiad da vezañ [[amloadus|amloadusoc'h]] (eleze lakaat anezhañ da c'hellout treiñ war vuioc'h a savennoù [[periant|periantel]]),
 
* Ouzhpennañ ur yoc'h [[goulevioù mavek]] (pe"utilitary programmoù talvoudekprogramms")).
 
Harzet e oa ouzh an embregerezh ATT (Bell Labs a oa dindan he beli) gant un dekred e 1956 da genwerzhelaat produioù arall nemet aveadoù pellgomz pe delegrafek. Setu perak e voe kemeret an diviz e 1973 da skignañ tarzhoù UNIX er skolioù-meur. Adalek diwezh ar bloavezh 1977 e voe addanzeet gant imbourc'herien Skol-Veur [[Kalifornia]] un handelv eus UNIX oc'h ober gant an tarzhoù skignet gant AT&T. Pal o labour a oa da lakaat ar reizhiad d'erounit war o savenn ''VAX'' hag e voe graet '''BSD''' (Berkeley Software Developpement) eus ar reizhiad nevez-se.
1 066

modifications