Lizherenneg etruskek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
use images from commons
missed one
Linenn 64:
Menel digemm a reas al lizherenneg etruskek betek 600 a-raok ar varevezh voutin ha skrivet e veze ken alies a gleiz da dehoù hag er c’hontrol. Adalek ar poent-se avat e krogas da gemmañ o heuliañ kemmoù [[Fonologiezh|fonologek]] an [[etruskeg]].. Daou c’hant vloaz war-lerc’h e veze skrivet kaze atav a gleiz da dehoù oc’h implijout an 20 lizherenn-mañ:
:''ACEVZHΘILMNPŚRSTUΦΨF''
Krouet e oa bet ul lizherenn nevez, [[Skeudenn:Etruskek FEtruscanF-02.png|14px|F]] evit ober diouzh ar son [f] e lec’h FH. Ne veze ket implijet ken na B na D oc’h ober kentoc’h gant P ha T nemetken, hag ober a raed gant G pe C e lec’h K ha U e lec’h O. Silabennek e oa deuet da vezañ e gwirionez al lizherennoù C, K ha Q d’ar mare-se dre ma vezent lennet CE, KA ha QU.
Implijet e oa bet al lizherenneg klasel-se betek an Eil Kantved a-raok ar varevezh voutin, m'ac'h eas an etruskeg da get.