Konfusius : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: rue:Конфуцій
Linenn 89:
 
Un alberz eus e soñjoù a c'haller kavout avat dre studiañ ar ''C'hendivizoù'' ; er skrid-se e weler ar Mestr o vevañ hag o komz gant e heulierien.<br/>
Er ''C'hendivizoù'' (VII.1) en em ginnig Konfusius evel un "treuzkaser na ijinas netra". Pouezañ kreñv a ra war talvoudegezh ar "studioù", hag ar gealarouez sinaek evit "studi" pe "deskadur" a gaver e digoradur ar skrid. Dre-se e vez sellet outañ e Sina evel ouzh ar "Mestr Meur".<br/>
 
Daou dra a bouez a verzer dre lenn aketus ar ''C'hendivizoù'' : pell diouzh mennozh Konfusius e oa sevel un damkanad klok eus ar vuhez hag ar gevredigezh pe reoliañ al lidoù ; ne glaske ket kaout diskibled ha bezañ mestr war o soñjoù – deskidi an hini eo a glaske, hag er c'hontrol e c'houlenne diganto soñjal drezo o-unan, bezañ bepred o studiañ ar bed a oa tro-dro dezho dre ferenn ar skridoù kozh, keñveriañ kudennoù o bed gant darvoudoù politikel kozh, sonjoù ar bobl hag an uhelidi en amzer dremenet evel miret e barzhonegoù ar ''Shi Jing'' ("LevrKlaselour anar TelennganoùBarzhonegoù"), ha diorren o spered-burutellañ : "Ur c'horn eus ar ouel a savan-me – mar ne c'hall ket ar studier sevel an tri re all, ne adlavaran ket ar gentel", emezañ.<ref>''Kendivizoù'', VII.8</ref>
 
 
===Kefridi an Neñv===
Pa ne c'haller ket bevañ gant al loened gouez hag al laboused e ranker bevañ e peoc'h gant an dud all <ref>''Kendivizoù'', XVIII.6</ref>, neuze e savas Konfusius ur gwiad talvoudoù a-benn kempoellat hag aesaat an darempredoù etre an dud.<br/>