Konfusianegezh : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Luckas-bot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: az:Konfutsiçilik
D Lakaet ul liamm war-du Meng Zi.
Linenn 4:
 
En e amzer e kinnigas Konfusius ar meizad a ''junzi'' ( 君子 , ''jūnzǐ'', “mab un aotrou”), a c’haller tostaat da ''kalos kagathos'' (καλός κάγαθός, “den brav ha mat”) [[Platon]] hervez ar sinaour gall Étiemble <ref> Étiemble, 1986 </ref>, pe d’ar ''gentleman'' (“denjentil”) [[Saozneg|saoznek]] : fellout a rae dezhañ skarzhañ ar renerien a wad ha lakaat “renerien a galon” en o lec’h, da lavaret eo tud a vije ur skouer eus talvoudegezhioù hengounel Sina, hag a vije heuliet laouen gant ar bobl. <br />
Dre ar Reter-Pellañ en e bezh e voe ar meizad-se skignet gant prederourien sinaat evel '''[[Meng Zi''']] (latinaet e '''Mensius''') ha '''Xun Zi''', ha betek ar C’hornôg – [[Voltaire]], da skouer, a reas gant ar patrom-se a furnez hiniennel diazezet war ar vadelezh hag ar vuhezegezh a-benn stourm ouzh [[hollveliegezh]] ar roueed c’hall. <ref> VOLTAIRE, ''Le Siècle de Louis XIV'', http://fr.wikisource.org/wiki/Le_Si%C3%A8cle_de_Louis_XIV </ref> <br />
Azasaet e voe kelennadurezh Konfusius betek dont da vezañ stadel dindan ren ar remziad [[Tierniezh Han|Han]] (206 KJK - 220 GJK), ma voe lakaet pouez war an tu kevredigezhel anezhi ha ma troas da emzalc’h disi an uhelidi, alese patrom an noblañsoù sevenet hag emouestlet e buhez kevredigezhel hag armerzhel o c’hornad-bro. <br />
Da vare ar remziad [[Tierniezh Song|Song]] (960-1279]] e voe diskaret ar [[Boudaegezh|Vouddhaegezh]] a oa ar relijion bennañ abaoe ar 5vet kantved GJK <ref> GERNET & MEUWESE, 1998 </ref> ha distreiñ da hengoun Konfusius a reas ar vuhez politikel, armerzhel ha speredel. Dont a reas ar Gonfusianegezh, levezonet gant ar Vouddhaegezh hag an [[Daoegezh]], da vezañ ur peurbatrom a ziogele an hevelebiezh etre urzh mab-den hag urzh an natur hollvedel. Hollbouezus e teuas perzh an impalaer a-benn mirout kempouez ar bed. <br />