Marevezh ar Stadoù Brezelour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D →‎Prederouriezh: Aye, that f— interWiki link is finally working : ''lobbying''.
Linenn 53:
===Kant Skol ar Prederiañ===
Kement a vennozhioù nevez a voe ganet da varevezh an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' ha da hini ar Stadoù Brezelour ma voe ar predad-se anvet 諸子百家, ''zhū zǐ bǎi jiā'', '''Kant Skol ar Prederiañ'''. <br/>
Div skol-brederouriezh pennañ a oa da vare ar Stadoù Brezelour : hini [[Konfusius|Gonfusius]] (551-479), a embanne e vije peoc'h etre an dud er bed a-bezh mar bije tudjentil eus ar renerien, ha hini [[Mo Zi|MO Zi]] (~470-~390) a gelenne ar garantez hollvedel.
 
Hervez Konfusius e ranke ar renerien chom renerien, hag o sujidi chom sujidi. Ret e oa avat d'ar renerien bezañ disi hag ur skouer evit o sujidi, ha pep sujed a c'hallje bezañ rener d'e dro mar bije ur ''junzi'' (un den a enor, un denjentil) anezhañ. <br/>
Un heulier da Gonfusius e voe [[Meng Zi|MENG Zi]] (372-289), a zisklêrias madelezhusted mab-den dre natur. Dre-se neuze ne c'hallje ket ur roue ren hep asant tav e sujidi, ha mar deuje da vezañ argazhet gant ar bobl e kollje ''Kefridi an Neñv''. <br/>
Enebourien e oa heulierien Konfusius ha re Vo Zi, pa ne c'halle ket, da skouer, ar Gonfusianed gouzañv heulierien Mo Zi pa lavarent e rankje an den karout tad e amezeg kement ha karout e dad dezhañ. <br/>
Koulskoude e oa an div skol tost an eil d'heben pa ne blije ket o damkanoù d'ar renerien ; hervez ar Gonfusianed e oa ret da guzulierien ar renerien ober rebechoù d'o mistri pa oant o faziañ en doare da gas o Stad, ha peogwir e krede da heulierien Mo Zi e teu holl reuzioù ar bed eus c'hoantegezh an dud e stourment ouzh ar renerien a glaske preizhañ o amezeien dre gas brezel dezho.