Ar C'hrashoù : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Y-M D (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
+
Linenn 1:
''Skrivet eo bet al levr-mañ gant [[Yann Gerven]] evit [[Priz ar Yaouankiz ]] 2008.''
 
'''Mantret eo sorserezed Kreiz-Breizh – ar re gozh koulz hag ar re a zo c’hoazh e skolaj, hini Rostren da skouer – gant daou wallzarvoud o deus laosket div anezhe war bep a wele-ospital. Piv a zo o klask noazañ oute? Kas a reont un enklask war-raok, e-skeud an enklask ofisiel gant ur strollad archerien, evit esa tostaat ouzh ar wirionez.'''
 
'''“Ar C’Hrasoù” eo al lodenn gentañ eus un teir-oberenn ho kaso e milendall ur bed ha n’eo ket pleustret c’hoazh evit kalz : ar sorserezh e mod ar vro.'''
 
==Diverradenn==
 
En deiz a hirie, e Kreiz-Breizh emaomp. E-kerzh un nozvezh sabad, ma oa strollet an holl sorserezed tro-dro d'un tantad, e touaras plaen Marielle Goubil, ar pezh ne oa ket eus he c'hustum. Mont a reas an holl d'he c'haout neuze ; prenet he doa ur sunerez-poultrenn. Berzh he doa graet a-dra-sur abalamour ma voe gwelet, ur sizhun goude, an hevelep ardivink gant pep gwrac'h.
 
Pep tra a grogas p'he doa krashet Louise Boudehent gant he mekanik ha dreist-holl , ur miz war-lerc'h pa voe tro Maivon Turdu. Kregiñ a rae ar sorserezed all da gaout aon e-keit ma n'ez ae ket an enklask-polis war-raok daoust da vezañ bet goulennataet an div aberzhadez a-benn sklaeraat an afer. A-feur ma klaskent diskoulmañ ar gudenn e oa skolaj Rostren en e zeiz gwellañ nemet gant ur strolladig danvez-sorserien, Malo Bleogad, mab-bihan Maivon Turdu, en o zouez. Ur vodadeg ec'h aozjont, un nebeud devezhioù goude, a-benn eskemm war ar gwallzarvoud kevrinus en doa kaset Maivon d'an ospital. Ha pep krennard ha mont d'en em ditouriñ gant o mammoù-kozh. Ar re-mañ a oa en em vodet e ti Katrin Chato, unan eus ar c'hoarezed koshañ, a-benn klask kompren ivez. An deiz war-lerc'h, en archerdi, he doa ar jañdarmez, Cindy Denmat, kinniget ur renta-kont. Lavarout a rae e oa un hailhon en doa graet an taol a-benn adkavout e deñzor bet laosket gantañ e-kof ur sunerez bennak. Padal e oa kendrec'het Diana hag he mamm-gozh e oa ar Grec'hmitouarn kiriek eus ar fedoù-se. War an hent mat e oa pep hini daoust ma ne oa ken nemet martezeadennoù gante.
 
[[Rummad:Levrioù brezhonek]]
[[Rummad:Romantoù brezhonek]]