Mor Kara : diforc'h etre ar stummoù

mor
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|right|300px|Pelec'h emañ Mor Kara '''Mor Kara''' (''Ка́рское мо́ре'' e rusianeg) zo ur mor e Meurvor skornek Arktika, en han...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 9 C'hwe 2011 da 18:47

Mor Kara (Ка́рское мо́ре e rusianeg) zo ur mor e Meurvor skornek Arktika, en hanternoz da Rusia. Rannet eo diouzh Mor Barents er c'hornôg gant enezeg Novaya Zemlya, ha diouzh Mor Laptev er reter gant inizi Severnaya Zemlya.

Pelec'h emañ Mor Kara

En em astenn a ra Mor Kara war 1 450 km hed ha 970 km led, gant ur gorread war-dro 880 000 km². Goloet e vez gant skorn a-hed nav miz bep bloaz.