Chekenn vrezhonek : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 2:
 
==Istor==
E 1980 e oa krog brezhonegerien zo eus [[Roazhon]] da vont da zebriñ [[pizza]] d'ur preti italian goude ar gentel vrezhoneg ha da skrivañ [[brezhoneg]] war o chekennoù[[chekenn]]où. Hag aet e oant da c'houlenn ouz o bankoù embann chekennoù brezhonek.
Buan a-walc'h e seblantas troet ar CMB gant ar mennozh. <br />
Ret e voe gortoz ur pennad hir avat a-raok gwelout ar re gentañ embannet, divyezhek.
 
==CMB==
Gwech ebet n'eus bet graet bruderezh evit ar chekennoù brezhonek er bank [[Crédit mutuel de Bretagne]], ken ne oar ket an implijidi ez eus anezho. <br />
 
Peurvrezhonekaet eo ar chekennoù divyezhek abaoe ur pennadig. Koulskoude, pa oant divyezhek e oa un arguzenn vat: n'eus forzh pehini eus an div yezh a c'haller skrivañ war ar chekennoù divyezhek, setu ez int graet evit an holl, gallegerien koulz ha brezhonegerien.
Ouzhpenn-se, n'eo ket aet war-raok niver an implijerien.
 
 
==Crédit Agricole==
Gant CA Penn ar Bed e vez embannet chekennoù divyezhek abaoe un nebeud bloavezhioù, evit klask tapout tud digant ar CMB, pe dreist-holl da virout ouzh lod da vont d'ar bank all. Met enebet eo ar c'hevrennoù all ouzh ar chekennoù brezhonek.
==Penaos e vez graet==
Skouer:
* 75,90€ : pemzek [[euro]] ha tri-ugent, dek [[liard]] ha pevar-ugent.
 
==2010==
Nac'het e oa bet ur chekenn vrezhonek en un tren gant an [[SNCF]] .
 
==2011==