Lombarded : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 3:
==Istor==
Er [[Iañ kantved|c’hentañ kantved]] e oant o vevañ e [[traoñienn]] ar [[stêr]] [[Elbe]], e [[hanternoz]] [[Alamagn]] hiziv. A orin e oant eus kreisteiz [[Lec'hlenn]] hervez o mojennoù meneget gant [[Paol Diagon]] en VIIIvet kantved.
Er [[IVe kantved]] e oa pobloù all o tont eus ar [[Reter|reter]] ha mont a reas al Lombarded war-zu ar [[kreizteizkreisteiz|c’hreisteiz]]. Goude ur pennad en em ziazezjont e ''[[Pannonia]]'' hag e ''Noricum'' ([[Aostria]] hag [[Hungaria]] hiziv). Reiñ a reas an [[Impalaeriezh roman ar Reter|impalaer roman]] [[Justinianus Iañ]] an aotre dezho da chom eno e [[548]], evel ''foederati'' (pobl kevreet gant ar Romaned).
E [[568]], dindan ren o roue [[Alboin]], e voe treuzet an [[Alpoù]] ganto hag aloubiñ a rejont hanternoz [[Italia]]. Eno e voe savet ur [[rouantelezh]] ganto, hag e [[Pavia]] edo o c'hêr-benn.
Goude se ez ejont pelloc’h war-zu kreiz ha su Italia, hep tagañ evelkent [[Stadoù ar Pab]] nag arvor ar c’hreisteiz a oa e dalc’h an [[Impalaeriezh roman ar Reter|Impalaeriezh vizantat]].