Caesar (titl) : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
JAnDbot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.5.2) (Robot ouzhpennet: hu, sh, sr, uk, zh kemmet: ceb, ia
D Robot ouzhpennet: ar:قيصر (لقب); Kemm dister
Linenn 1:
'''Caesar''' a oa un titl, pe un anv enorus, roet en [[impalaeriezh roman]] d'an [[impalaer]]ien da ziskouez e oant kendalc'herien [[Julius Caesar]].
 
== Gerdarzh ==
Dont a ra an anv eus hini [[Julius Caesar]], a vefe diskennad d'an doueez [[Gwener]].
<!--
Linenn 8:
-->
 
== An titl a Gaesar en Impalaeriezh roman ==
 
An anv-se a vez roet da [[Julius Caesar]] ha d'an unnek impalaer war e lerc'h eus [[-27|27 kent JK]] betek [[98]] (goude JK) : [[Augustus]], [[Tiberius]], [[Caligula]], [[Claudius]], [[Neron]], [[Galba]], [[Othon (empereur romain)|Othon]], [[Vitellius]], [[Vespasianus]], [[Titus (impalaer)|Titus]] ha [[Domitianus]], petra bennak ma n'eo ket kar ar c'hwec'h diwezhañ da diegezh Caesar.
 
[[Buhez an Daouzek Kaezar]] (''De vita XII Caesarum'' ) zo bet skrivet gant [[Suetonius]].
Adalek amzer Augustus e teu ''Caesar'' da vezañ unan eus ar ''praenomina'' an impalaerien (a deu a-raok an ''nomen'' tiegezhel - n'eo ket evel ur c'hentanv pe anv-badez), a-gevret gant an anv a ''imperator''.
 
En [[293]] e voe krouet an [[tetrarkiezh|detrarkiezh]] gant an impalaer [[Diocletianus]] : daou g-''Caesar'' a oa evel eilimpalaerien gant pep a [[Augustus (titl)|Augustus]].
 
Ne badas ket an aozadur-se avat goude diskar an [[tetrarkiezh|detrarkiezh]] adalek [[306]], pa voe anvet [[Constantinus Iañ ]] da Gaesar gant soudarded e dad [[Constantius Chlorus]].
 
[[Constantinus Iañ ]] a implijas an titl en-dro evit reiñ ur statud impalaerel d'e vibien hag o staliañ e e kornioù zo eus an impalaeriezh da c'houarn en e anv.
E vab [[Constantius II]] a anvas da Gaesar e gendirvi [[Constantius Gallus]], ha [[Juluan (impalaer roman)|Juluan]]. O statud a oa etre hini Kaesarien an Detrarkiezh ha hini ar briñsed hêred da g-Gonstantinus: eusan tiegezh impalaerel e oant, dezho un darn eus "aura" sakr ha hud an impalaerien, hag e gannaded e oant, galloud dezho, nemet dalc'het dindan evezh .
 
<!--
Linenn 34:
-->
 
== En istor goude ==
Eus an anv '''Caesar''' ez eus deuet anvioù all e yezhoù all a veze graet ouzh pennoù kurunennet ar vro:
* '''Kaiser''' en [[Alamagn]],
* '''[[Tsar]]''' (skrivet ''Czar'' kent 1914) e [[Rusia]], [[Bulgaria]] ha [[Serbia]],
* '''Császár''', distaget ''tchassar'' en [[Hongria]],
* '''Kaysar''' en [[Impalaeriezh otoman]]
* '''[[Gesar]]''' e [[Tibet]].
 
== Lennadurezh ==
* Georges Ostrogorsky, troet e galleg gant J. Gouillard, ''Histoire de l’État byzantin'', [[Payot]], 1977
[[Rummad: impalaeriezh roman]]
 
[[Rummad: impalaeriezhImpalaeriezh roman]]
 
[[ar:قيصر (لقب)]]
[[az:Sezar (titul)]]
[[bg:Цезар (титла)]]