Kastell Gwitreg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
Pajenn nevez : thumb|right|300px|An nor vras ha tour Sant Laorañs '''Kastell Gwitreg''' a oa bet savet er Grennamzer e Gwitreg, e reter [[Br...
 
Llydawr (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 6:
Ar savadur mein kentañ a voe savet war-dro 1050 gant baroned Gwitreg, war un dorgenn a-us ar stêr [[Gwilen]]. E-touez an aspadennoù eus ar savadur-se ez eus un nor vras, er c'hiz romanek. En {{XIIIvet kantved}} e voe brasaet ar c'hastell gant ar baron Andrev III, a roas dezhañ ar stumm tric'hornek en deus bremañ. Gantañ ivez e voe savet mogerioù-difenn en-dro da Witreg, etre 1220 ha 1250.
 
Goude marv Andrev III e tremenas ar c'hastell etre daouarn konted [[Laval (Mayenne)|Laval]]. Dre ma oa bet kemeret kêr Laval gant ar Saozon e 1428, en em stalias konted Laval e kastell Gwitreg e-pad ouzhpenn ur c'hantved. Ganto e voe brasaet ar c'hastell c'hoazh, er {{XVvet kantved}}. D'ar mare-se e voe graet al labourioù-difenn diwezhañ, gant an nor-dal, ur [[pont-gwint]] doubl, an ''tour Sant-Laorañs'' (an [[tour-meur]], lakaet warnañ digoroù evit kanolioù) ha ''tour Madalen''. E 1487, e-pad ar brezel etre Breizh ha Bro-C'hall, e voe lezet soudarded c'hall [[Charlez VIII (Bro-C'hall)|Charlez VIII]] da zont tre er c'hastell, hep emgann ebet, gant Guy XV Laval.
 
[[Skeudenn:Château de Vitré Place St-Yves.JPG|thumb|left|260px|Tu ar c'hreisteiz]]
Linenn 12:
Labourioù kempenn a bep seurt a voe graet er c'hastell goude se, evel pa voe savet un [[orator]] e 1530. [[Breujoù Breizh]] a gavas repu teir gwech er c'hastell e dibenn ar {{XVIvet kantved}} (e 1564, 1582 ha 1583), pa oa ar [[Bosenn|vosenn]] oc'h ober he reuz e [[Roazhon]].
 
Perc'hennet e oa ar c'hastell gant an tiegezhioù Reoz ha Cologny etre 1547 ha 1605, ha d'ar c'houlz-se e oa unan eus kreñvlec'hioù ar Brotestanted. E 1589 e voe lakaet seziz war ar c'hastell, e-pad pemp miz, gant dug Mercœur, met en aner. E 1605 e tremenas ar c'hastell etre daouarn an tiegezh Trémoille, genidik eus [[Poatev]], ha chom a reas ganto betek an [[Dispac'h gall]]. Dilezet e voe ar c'hastell er {{XVIIvet kantved}} ha war an diskar ez eas goude-se.
 
En {{XIXvet kantved}} e oa ur prizon el lodenn norzh eus ar c'hastell (tour Madalen). E 1876-1877 e teuas da vezañ ur c'hazarn evit reiñ bod da soudarded war droad.