Marevezh ar Stadoù Brezelour : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
EmausBot (kaozeal | degasadennoù)
D r2.6.4) (Robot kemmet: de:Zeit der streitenden Reiche
Ankou (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
'''Marevezh ar Stadoù Brezelour''', [[sinaeg]] 戰國時代, [[pinyin]] ''zhàn guó shí dài'' <ref> http://www.chine-nouvelle.com/outils/dictionnaire.html </ref> a reer en Istor [[Sina]] eus ur marevezh a badas eus '''475 KJK''' betek '''221 KJK'''. <ref> http://lcweb2.loc.gov/cgi-bin/query/r?frd/cstdy:@field(DOCID+cn0015) (Library of Congress, Washington D.C., SUA) </ref>

Eil hanter ren ar remziad '''Zhou ar Reter''' (770-221) eo marevezh ar Stadoù Brezelour, da heul ar predad 770-475 a anver [[Marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù| marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù]].

''Ar Seizh Stad Vrezelour'' a reer eus Stadoù a oa bet gwas d'ar rouantelezh Zhou kent diarbenniñ ar roue hag emgannañ a-benn delc'her ar brasañ galloud. Kontet e vez '''Chu''', '''Han''', '''Qi''', '''Qin''', '''Wei''', '''Yan''' ha '''Zhao'''. Un eizhvet Stad a veneger a-wezhioù : '''Yue''', er Gevred pellañ, e-kichen ar [[Shanghai]] a-vremañ.

Goude dibenn marevezh ar Stadoù Brezelour ha ren ar remziad Zhou e voe donedigezh ar remziad '''Qin''' (秦朝, ''qín cháo'', "remziad Qin") a unanas ar Stadoù hag a ziazezas un impalaeriezh a voe anvet ''Qin'' (IPA : {{LFE|[tɕʰǐn]}}) evel-just, alese ''Sina''.

Goude dibenn marevezh ar Stadoù Brezelour ha ren ar remziad Zhou e voe donedigezh ar remziad '''Qin''' (秦朝, ''qín cháo'', "remziad Qin") a unanas ar Stadoù hag a ziazezas un impalaeriezh a voe anvet ''Qin'' (IPA : tɕʰǐn) evel-just, alese ''Sina''.
==An andonioù istorel==
Ul labour istorek pouezus, ar '''''Zhan Guo Ce''''' (戰國策, ''Zhàn Guó Cè'', "kadoniezh ar Stadoù brezelour"), zo deuet betek ennomp. Meur a zorn a voe ouzh e skrivañ da veur a bredad en Istor ; gant ar c'hadoniour '''SU Qin''' (380-284) – a vevas e-kerzh marevezh ar Stadoù Brezelour – e voe peuzechuet, ha gant ar gouizieg [[Konfusianegezh|konfusian]] '''LIU Xiang''' (79 – 8 KJK) e voe staliet an embannadur a anavezomp.

Un eil andon eo ar '''''Shiji''''' (史记 , ''shǐ jì'', "Kounskrid an Istorour") bet skrivet gant an istorour meur [[Sima Qian|SIMA Qian]] (~145-~86 KJK). E korf ar ''Shiji'' emañ tregont levrenn ar ''Shijia'' ma tanevell an istorour marevezhioù an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' hag ar ''Stadoù Brezelour''.

Un eil andon eo ar '''''Shiji''''' (史记 , ''shǐ jì'', "Kounskrid an Istorour") bet skrivet gant an istorour meur [[Sima Qian|SIMA Qian]] (~145-~86 KJK). E korf ar ''Shiji'' emañ tregont levrenn ar ''Shijia'' ma tanevell an istorour marevezhioù an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' hag ar ''Stadoù Brezelour''.
==Red an Istor==
[[SkeudennRestr:EN-WarringStatesAll260BCE.jpg|thumb|'''Ar Stadoù Brezelour'''war-dro ar bloavezh 260 KJK]]
:*Ar bloavezh 481 eo deroù marevezh ar Stadoù Brezelour evit lod istorourien, peogwir ez eo ar bloavezh diwezhañ meneget er 春秋 ''' ''Chūn Qiū '' ''', ''Bloazdanevelloù an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' ar Stad '''Lu'''.

:*Ar bloavezh 475 eo hervez an darn vuiañ, rak er bloavezh-se e e krogas ren ar beskont ZHAO Xiang, '''Zhao''' o vezañ unan eus ar Stadoù a vo ganet e 453.

:*Ar bloavezh 453475 eo kentoc'h,hervez emean loddarn allvuiañ, parak darzhaser bloavezh-se e e krogas ren ar Stadbeskont ZHAO Xiang, '''Jin'Zhao'' o vezañ unan eus ar Stadoù a vo ganet e 453.

:*Ar bloavezh 453 eo kentoc'h, eme lod all, pa darzhas ar Stad ''Jin''.

Daoust da roueed ar remziad Zhou ar Reter bezañ anavezet evel ''kefridiourien an Neñv'' <ref> Gwelit ar pennad [[Konfusius]] </ref> galvet da ren war an Douar e voent rediet a-hed ar c'hantvedoù da anaout mui-ouzh-mui a c'halloud gant o gwizien, dre reizhiad ar [[gladdalc'helezh|c'hladdalc'helezh]].

Pa grogas marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù, e 775, ne oa mui roue Zhou evit ren war ur c'hant hanter-kant gwaz bennak.

Tamm-ha-tamm e voe ar wizien greñvañ trec'h war o amezeien, ha war-dro ar bloavezh 550 ne chome nemet peder Stad kreñv en-dro da Zhou : '''Chu''', '''Jin''', '''Qi''' ha '''Qin'''. Pa oa rener pep Stad anvet 公爵 ''gong jué'', "dug" ez-hengounel da verkañ e oan gwizien da roue Zhou e krogjont d'em envel 王 ''wáng'', "roue" a-benn sevel a-live gant o mestr.

Er bloavezh 453 e voe ar Stad Jin rannet e tri ziriad : '''Han''', '''Wei''' ha Zhao.

Er bloavezh 453 e voe ar Stad Jin rannet e tri ziriad : '''Han''', '''Wei''' ha Zhao.

Er bloavezh 403 e voe ar Stadoù Han, Wei ha Zhao anavezet ez-ofisiel gant ar roue Zhou – ar bloavezh-se eo deroù gwirion marevezezh ar Stadoù Brezeleour, hervez un nebeud istorourien.

Etre 450 ha 400 ez eo gant Wei e voe an tu kreñvañ er c'hoari gwezboell, dre greñvder he lu hag ampartiz ar jeneral '''WU Qi''' (440-381) ; pa voe hemañ diskaret ha harluet e 401 e voe gopret gant Chu, a zeuas mestrez d'he zro war an tachennoù-emgann.

Dizehan e voe brezelioù etre 350 ha 256 ; er bloavezh diwezhañ-se, pemp bloaz ha tregont kent dibenn marevezh ar Stadoù Brezelour, e voe ar roue Zhou, ne oa mui nemet un arouez anezhañ, diskennet a-ziwar e gador. Adal neuze e vrezelias Qin ouzh an holl Stadoù all betek o lonkañ, hag e 221 e voe deroù ren ar remziad Qin war ar pezh a oa deuet da vezañ un impalaeriezh.

==Kevredigezh==
[[FileRestr:Iron sword and two bronze swords, Warring States Period.JPG|thumb|left|'''Kleze houarn ha dou gleze arem'''Marevezh ar Stadoù Brezelour]]
A-hed marevezh ar Stadoù Brezelour e voe ar c'hemmoù bras a oa c'hoarvezet e dibenn [[Marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù|marevezh an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù]] sanket-don e buhez Sinaiz da zont.

===Politikerezh===
Pep hini eus ar seizh Stad c'halloudus a glaske brasaat diwar goust he amezeien, ha pep hini anezho a rene he [[Politikerezh|folitikerezh]] dezhi da-geñver an aferioù diabarzh hag an aferioù diavaez. Kement a nerzhioù a zegasas kemmoù brasoc'h c'hoazh er vuhez politikel, [[Armerzh|armerzhel]], [[Kevredigezh|kevredigezhel]] ha speredel. Betek hiziv an deiz e c'haller merzout an efedoù anezho.
Linenn 31 ⟶ 39:
''Brezel ha labour-douar'' e voe lugan ar marevezh, pa oa un arme c'halloudus hag un armerzh yac'h an daou venveg da gas ur vroad war-raok , da lavaret eo brasaat ha pinvidikaat.

A-feur ma kreske ment ha galloud ar Stadoù Brezelour e kreske skod an emgannoù, ha buan e kemmas meizad ar brezel e-unan : mont e-kevez etre tudjentil zesket e oa bet da vare an Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù, em gannañ dilezenn ha didruez dre armeadoù seul vrasoc'h seul welloc'h e voe da vare ar Stadoù Brezelour.

Gant kement a droaderien da duta, da stummañ, da derkañ ha da voueta e teskas ar renerien diskoulmañ kudennoù lec'haveiñ, hag o gouiziegezh nevez a lakajont e pleustr a-benn gouarn o ziriad. Ar re a ouezas tennañ ar muiañ a splet eus pinvidigezhioù o Stad a reas berzh war an tachennoù-emgann. A-benn ober muioc'h a verzh c'hoazh e teskjont penaos treiñ o ziriad d'ul labouradeg kenderc'hiñ tud, pourvezioù hag armoù, meret gant ur melestradur efedus ha goustlet d'ur rener hepken azeulet gant ar bobl. Echu gant ar gerentiezh etre renerien, an darempredoù lidel, an hengoun : sujet da ezhommoù ha redioù ar brezel e oa pep tra.

Boulc'het-mat e oa patrom an Impalaeriezh, kent ma vije ganet an Impalaerieh zoken. Diwar doareoù ar Stadoù Brezelour e voe staliet gouarnamatoù ar remziadoù Qin ha Han e gwirionez.

===Armerzh===
Da vare ar Stadoù Brezelour, evel ma c'hoarvez bewezh ma vez brezel bras, ez eas an [[Teknologiezh|deknologiezh]] war-raok ha diorren a reas ar [[Kenwerzh|c'henwerzh]].
Linenn 47 ⟶ 56:

Peogwir e oa renerien ar seizh Stad Brezelour o klask andonioù ha nerzhioù nevez a-benn brasaat o c'halloud, ha peogwir e oa anat dezho e oa an doareoù kozh o kas ar rouantelezh Zhou da goll, e oant darev da zegemer kement mennozh nevez o sikourje da dizhout o fal.

===Mennozhioù war vale===
Klask a voe neuze war soñjoù nevez, alese ganedigezh ur vicher nevez : 游說 ''yóu shuì'', "kendrec'her kantreer". <ref> http://www.mandarintools.com/worddict.html </ref>

Mibin o spered, distag diouzh kement rener, kaset gant ar c'hoant da skignañ o mennozhioù ha d'o c'hreñvaat war-an-dro e yae an dud-se da vale bro a Stad da Stad a-benn kelenn ar renerien – kargidi, dileuridi, pennsoudarded, gouizien hag all – hag o lakaat da gemmañ o folitikerezh. Ampart e oant da isañ ar renerien an eil ouzh egile gant arguzennoù lemm pe lemmoc'h. <ref> LU, Xing, 1998 </ref>

Hep mar e c'haller lavaret e voe ar ''gendrec'herien gantreer'' an dud kentañ o lakaat al [[:en:Lobbying|''lobbying'']] e pleustr.

===Kant Skol ar Prederiañ===
Kement a vennozhioù nevez a voe ganet da varevezh an ''Nevezamzerioù ha Diskar-amzerioù'' ha da hini ar Stadoù Brezelour ma voe ar predad-se anvet 諸子百家, ''zhū zǐ bǎi jiā'', '''Kant Skol ar Prederiañ'''.

Div skol-brederouriezh pennañ a oa da vare ar Stadoù Brezelour : hini [[Konfusius|Gonfusius]] (551-479), a embanne e vije peoc'h etre an dud er bed a-bezh mar bije tudjentil eus ar renerien, ha hini [[Mo Zi|MO Zi]] (~470-~390) a gelenne ar garantez hollvedel.

Linenn 60 ⟶ 71:
Koulskoude e oa an div skol tost an eil d'heben pa ne blije ket o damkanoù d'ar renerien ; hervez ar Gonfusianed e oa ret da guzulierien ar renerien ober rebechoù d'o mistri pa oant o faziañ en doare da gas o Stad, ha peogwir e krede da heulierien Mo Zi e teu holl reuzioù ar bed eus c'hoantegezh an dud e stourment ouzh ar renerien a glaske preizhañ o amezeien dre gas brezel dezho.

Prederourien all avat a oa degemeret mat gant ar renerien, peogwir e oa o mennozhioù politikel diouzh doare marevezh ar Stadoù Brezel. En o zouez e oa '''SHEN Buhai''' (385-337), '''SHEN Dao''' (350?-275 ?) ha '''HAN Fei''' (~280-233), a stalias un doare disi – hervezo – da ren war ur Stad : al [[Lezennouriezh (prederouriezh sinaat)|Lezennouriezh]], a oa diazezet war ur reizhiad lezennoù strizh lakaet e pleustr gant ur melestradur a heulie didruez ar reolenn "gopret pe gastizet".

Ker pouezus e oa tu politikel ar brederouriezh da vare ar Stadoù Brezelour ma kaver en ''Dao De Jing'', skrid-diazez an [[Daoegezh]] bet savet gant [[Lao Zi|LAO Zi]] hervez an hengoun, un nebeud doareoù da lakaat kelennadurezh an ''Dao'' e pleustr war an dachenn bolitikel.

Linenn 67 ⟶ 79:
==Notennoù==
<references/>

==Levrlennadur==
*''Dictionnaire de la Civilisation chinoise'', Encyclopædia Universalis / Albin Michel, Paris, 1998, ISBN 978-2-226-10092-4