Edgar P. Jacobs : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Arko (kaozeal | degasadennoù)
kempenn
Linenn 4:
Etre [[1917]] ha [[1940]] e voe Jabobs ledaktor ha kaner c'hoarigan. Goude-se e stagas gant an tresañ, ha betek [[1946]] e labouras evit ar gelaouenn ''Bravo''. Pa voe berzhet ar bannoù-treset amerikan ''[[Flash Gordon]]'' gant an alouberien alaman, e voe goulennet gantañ echuiñ gant an istor evit ma ouzefe al lennerien penaos ec'h echue. Goude-se e lakaas embann un istor all, ''Le Rayon U'' e ditl, hag a oa damheñvel (ur meskaj troioù-kaer ha skiant-faltazi eo) e ''Bravo''. Damheñvel eo an tudennoù anezhañ : ar soudard jentil (Major Walton e anv), ar c'helenner mat (ar c'helenner Marduk), an treitour a labour evit un arme all (ar c'habiten Dagon). Ar pimpatromoù-se a gaver e holl e oberennoù.
 
Mignon da [[Hergé]] e teuas da vezañ, hag asambles e kemmjont tresadennoù meur a albom : ''[[Tintin e Kongo]]'', ''[[Tintin en Amerika]]'', ''[[Bazh roue Ottokar]]'', hag ''[[Al Lotuz glas]]'' e [[1943]]. E [[1944]] e labouras war ''Ar seizh boulenn strink'' hag ivez war ''Templ an heol'' : dafar an tudennoù ha kinkladurioù a voe savet gantañ.
 
E [[1946]] e voe ezel eus ar skipailh a reas war-dro ''Kazetenn Tintin'', hag enni e voe embannet ''Le secret de l'espadon'' (ur bajenn ar sizhun, war ar golo kein). Azalek [[1947]] e chomas a-sav gant troioù-kaer [[Tintin]] hag en em ouestlas d'e oberennoù dezhañ, daoust ma kendalc'h da genlabourat gant [[Hergé]] evit ar gelaouenn. ''Le mystère de la grande pyramide'' a voe embannet e [[1950]]. ''La marque jaune'' a voe embannet e [[1953]]. Goude-se e voe embannet ''L'énigme de l'Atlantide'' e [[1955]], ''S.O.S. météores'' e [[1958]], ''Le piège diabolique'' e [[1960]] ha ''L'affaire du collier'' e [[1965]].