Republik partenopean : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D r2.7.1) (Robot ouzhpennet: nds:Parthenopeesche Republiek |
Diverradenn ebet eus ar c'hemm |
||
Linenn 8:
E [[1796]] e voe sinet ar peoc'h gant Bro-C'hall , met e [[1798]], p'edo [[Napoleone Buonaparte]] en [[Egipt]], ha war-lerc'h trec'h [[Horatio Nelson|Nelson]] en [[emgann an Nil]], e oa Maria Carolina oc'h isañ Ferdinand da ziskleriañ brezel da Vro-C'hall ur wech ouzhpenn. Nelson e-unan a zigouezhas e [[Naplez]] e miz Gwengolo 1798, ha degemeret e voe war an ton bras. 70 000 soudard a oa bet dastumet buan ha buan d'ober arme Naplez dindan ar jeneral [[Aostria|aostrian]] [[Karl von Mack]]: d'an [[ 29 a viz Here]] e tegouezhas e Roma, a oa bet kuitaet gant an arme c'hall, da adlakaat ar pab en e wir. Met war-lerc'h un enebargadenn gant ar C'hallaoued e rankas an arme napolitan kilañ. Buan e tistroas ar roue da Naplez. En desped d'al ''[[lazzaroni]]'' (ar bobl vunut) a oa tomm ouzh o roue hag ouzh al lignez roueel hag a oa prest d'e zifenn, e savas war lestr Nelson, ar ''Vanguard'' hag ez eas da repuiñ da b-[[Palermo]] gant e lez ha gant ar spont. Kemeret e voe kêr Naplez gant ar priñs [[Francesco Pignatelli Strongoli]] ha devet listri ar morlu saoz.
Mesk ha lazh a voe neuze, gant al ''lazzaroni'' e veze muntret tud a greded e oant a-du gant ar republikaned, e-keit ma wele an noblañsed edo ar reuz o kreskiñ ha, peogwir e oant bet dilezet gant o roue, e oa gwelloc'h ur republik c'hallgar eget an dizurzh. <br />
E miz Genver [[1799]] e sinas Pignatelli e emzaskor e [[Sparanise]] d'ar jeneral gall [[Jean Étienne Championnet|Championnet]]. Pa voe klevet ar c'heloù e Naplez hag war ar maez ec'h en em savas al ''lazzaroni''. Stourm a rejont kalonek ouzh an enebour, evite da vezañ armet fall ha gourdonet fall. Er c'heid-amzer-se e oa republikaned Naplez o tispac'hañ, ha setu krog ar brezel-diabarzh. D'an 20 a viz Genver [[1799]] e voe kemeret kreñvlec'h [[Castel Sant'Elmo]] gant ar republikaned , ha dont areas an arme c'hall e kêr. Lazhet e oa bet 8000 den eus Naplez, ha 1000 e-touez ar C'hallaoued.
...
<!--
===The Republic===
On [[23 January]] [[1799]] the Parthenopaean Republic was proclaimed: the name ''Parthenope'' refers to an ancient [[Greek colony]] on the site of the future city of Naples (''see [[History of Naples]]''). The Republic had no real domestic constituency, and existed solely due to the power of the French Army, which behaved brutally toward the Neapolitans, engaging in looting and rape. The Republic's leaders were men of culture and high character, but doctrinaire and impractical, and they knew very little of the lower classes of their own country. The new government soon found itself in financial difficulties, owing to Championnet’s demands for money (he was later relieved for graft); it failed to organise the army, and met with little success in its attempts to "democratise" the provinces.
|