Emglev ar skrivagnerien : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
New page: Er bloaz 1907 e voe graet div vodadenn e Sant-Brieg gant skrivagnerien a genlaboure d'an div gelaouenn Feiz ha Breiz ha Kroaz ar Vretoned. Fellout a rae dezho lakaat urzh e...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 30 Du 2006 da 13:59

Er bloaz 1907 e voe graet div vodadenn e Sant-Brieg gant skrivagnerien a genlaboure d'an div gelaouenn Feiz ha Breiz ha Kroaz ar Vretoned. Fellout a rae dezho lakaat urzh en doare-skrivañ. 0 menoz a voe displeget ganto evel-hen : 1) Pal da dizhout : Unvaniñ ar brezhoneg skrivet, pezh a dlee, da vezañ poellek, bezañ graet hep mont re bell ha tamm-ha-tamm, hogen gant youl hag onestiz. 2) Doareoù : E-keñver an danvez, aberzhiñ dre ret pezh a zo re a-ziforc'h e pep rannyezh komzet, hag a ve didalvoud pe noazus ouzh berzh-mat an oberenn graet a-gevret ; e-keñver ar furm, kemer dreist--holl pezh a zo an eeunañ, boutinañ, pe reizhañ hervez istor ar yezh, diouzh ma vo kavet mat e pep pleg.

Ne lavarent ket peseurt diazez a gemerent, hogen, diouzh lenn o skrid-emglev, ez eo anat e soñjent e doare-skrivañ Ar Gonideg. E gwir, ne gemmjont doare-skrivañ Ar Gonideg nemet war un nebeut poentoù: 1) resisaat implij gw ; 2) lakaat y e-lec'h i e derou gerioù 'zo (yac'h,yen, hag all) ; 3} adimplij gn ; 4) Implij (i)lh ; 5) reizhañ implij ar c 'hensonennoù mouezhiet ha divouezh e dibenn ar gerioù (diforc'h, da skouer, galleg. anv-kadarn, diouzh gallek, anv-gwan).


Anvioù sinerien an Emglev

Emile Ernault, Abad L. Klerg, Abad Yann-Vari Perrot, Frañsez Vallée, E. Koroller, Erwan Ar Moal, Ar Yeodet-Bocher, F. Korel, Klaoda Ar Prad, Dirlemm-Ar Bras.

Evel pep emglev, ne rae nemet braslinennañ al labour Ar munudoù a ranke bezañ spisaet. Se voe kefridi Ernault, Vallée ha Breuriezh Veur ar Brezhoneg. Skouer ar yezh, a dlee bezañ anavezet dindan an anv KLT, a voe roet dreist-holl el levrioù "Sketla Segobrani" hag an "Notennoù diwar-benn ar Gelted Kozh", Dont a reas da vezañ yezh ar gelc'hgelaouenn Gwalarn.