Breuriez Veur ar Brezoneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
New page: E 1912, Charles Le Goffic a oa o klask aozañ un Ensavadur Breizh. Goulenn a reas digant E. Ernault ha F. Vallée ober, e-barzh an Ensavadur, un akademiezh vrezhonek. An da...
(Disheñvelder ebet)

Stumm eus an 30 Du 2006 da 14:02

E 1912, Charles Le Goffic a oa o klask aozañ un Ensavadur Breizh. Goulenn a reas digant E. Ernault ha F. Vallée ober, e-barzh an Ensavadur, un akademiezh vrezhonek. An daou yezhour, o doa labouret start dija da sevel "Emglev ar Skrivagnerien", a asàntas. Mennad Ar Govig ne deuas ket da vat, hogen Ernault ha Vallée a gendalc'has gant mennad an akademiezh, a gemeras an anv a "Vreuriezh Veur ar Brezhoneg". Anavezet e voe a-berzh-Stad e 1922. Ar Vreuriezh a zibabas evit embann he c'hemennadurioù, ar gelaouenn "Buhez Vreizh" da gentañ, ha goude "Kornboud", stagadenn "Feiz ha Breizh". Lakaat a reas moulañ ur rummad levrioùigoù anvet "Alioù Breuriezh Veur ar Brezhoneg d'ar Skrivagnerien". Dindan he maeroniezh e voe embannet "Geriadurig Brezhonek-Gallek" Ernault (1927) ha "Geriadur Bras Gallek Brezhonek" Vallée (1931). Bodadegoù niverus a veze graet e ti Vallée e Sant-Brieg. Ne gemere perzh enno, avat, peurliesañ, nemet pevar  : Ernault, Vallée, Meven Mordiern hag Abeozen. Lizheroù a veze eskemmet être Vallée ha tud all. E 1938 e voe anvet Roparz Hemon da sekretour, ha kaier an dielloù a voe fiziet ennañ. An enskrivadur diwezhañ a voe graet war ar c'haier-se, a zo d'ar 14 Genver 1939. Reoliadur Ar Poellgor a oa ennañ : ur Rener (dilennet evit tri bloaz) ; pevar isrener d'ar muiañ ; ur sekretour ; un diellour- -levraouegour ; an holl a c'helle bezañ addilennet. Adizili a veze dilennet gant ar Vreuriezh, gant mouezhioù-kuzuliañ hepken er bodadennoù hag er strolladoù-studi.


Labour Labourat a reas ar Vreuriezh, gant nebeut a arc'hant, da sevel ul levraoueg, da sevel kenstrivadegoù, da brientiñ embannadurioù, da "astenn anaoudegezh ar brezhoneg ha da wellaat e lennegezh" ha da "skoaziañ an oberoù breizhek dellezekañ". Galleg ha brezhoneg a oa er bodadennoù.

Setu aze anvioù izili ar Vreuriezh e 1935 Rener : Emil Ernault Eilrenerien : Abad Ugen, Abad Gwilhevig, Abad L. Klerg Sekretour : Frañsez Vallée Teñzorier : Adrien de Carne . ...... Izili : Abad Yann-Vari Perrot, Abad Jezegou, Abad Mary, J. Cuillandre, Aogust Bocher, Erwan Ar Moal, J.Ollivier, Meven Mordiern, Roparz Hemon. Adizili : Abeozen, Abad Ar Gov Douarnenez , Abad Bozeg, P Caurel. E 1938, goude marv Ernault, e voe anvet Vallée da rener, ha Roparz Hemon da sekretour.

"War-raok bepred, a-stroll, gant reizh 'vit mad an holl." (Lavar-stur ar Vreuriezh veur)