Breuriez Veur ar Brezoneg : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
New page: E 1912, Charles Le Goffic a oa o klask aozañ un Ensavadur Breizh. Goulenn a reas digant E. Ernault ha F. Vallée ober, e-barzh an Ensavadur, un akademiezh vrezhonek. An da...
 
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
E 1912, [[Charles Le Goffic]] a oa o klask aozañ un [[Ensavadur Breizh]]. Goulenn a reas digant [[E. Ernault]] ha [[F. Vallée]] ober, e-barzh an Ensavadur, un akademiezh vrezhonek. An daou yezhour, o doa labouret start dija da sevel "[[Emglev ar Skrivagnerienskrivagnerien]]", a asàntasasantas.
Mennad Ar Govig ne deuas ket da vat, hogen Ernault ha Vallée a gendalc'has gant mennad an akademiezh, a gemeras an anv a "'''Vreuriezh Veur ar Brezhoneg".''' Anavezet e voe a-berzh-Stad e 1922.
Ar Vreuriezh a zibabas evit embann he c'hemennadurioù, ar gelaouenn "[[Buhez Vreizh]]" da gentañ, ha goude "[[Kornboud]]", stagadenn "[[Feiz ha BreizhBreiz]]". Lakaat a reas moulañ ur rummad levrioùigoù anvet "''Alioù Breuriezh Veur ar Brezhoneg d'ar Skrivagnerien''". Dindan he maeroniezh e voe embannet "''Geriadurig Brezhonek-Gallek''" Ernault (1927) ha "''Geriadur Bras Gallek Brezhonek''" Vallée (1931).
Bodadegoù niverus a veze graet e ti Vallée e Sant-Brieg. Ne gemere perzh enno, avat, peurliesañ, nemet pevar : Ernault, Vallée, [[Meven Mordiern]] hag [[Abeozen]]. Lizheroù a veze eskemmet êtreetre Vallée ha tud all.
E 1938 e voe anvet [[Roparz Hemon]] da sekretour, ha kaier an dielloù a voe fiziet ennañ. An enskrivadur diwezhañ a voe graet war ar c'haier-se, a zo d'ar 14 Genver 1939.
== Reoliadur ==
 
Ar Poellgor a oa ennañ : ur Rener (dilennet evit tri
Ar Poellgor a oa ennañ : ur Rener (dilennet evit tri bloaz) ; pevar isrener d'ar muiañ ; ur sekretour ; un diellour-levraouegour ; an holl a c'helle bezañ addilennet.
-levraouegour ; an holl a c'helle bezañ addilennet.
Adizili a veze dilennet gant ar Vreuriezh, gant mouezhioù-kuzuliañ hepken er bodadennoù hag er strolladoù-studi.
 
== Labour ==
 
Labour
Labourat a reas ar Vreuriezh, gant nebeut a arc'hant, da sevel ul levraoueg, da sevel kenstrivadegoù, da brientiñ embannadurioù, da "astenn anaoudegezh ar brezhoneg ha da wellaat e lennegezh" ha da "skoaziañ an oberoù breizhek dellezekañ". Galleg ha brezhoneg a oa er bodadennoù.
 
== Izili ==
 
Setu aze anvioù izili ar Vreuriezh e 1935
Rener : EmilEmile Ernault
Eilrenerien : [[Abad Ugen]], [[Abad Gwilhevig]], [[Abad L. Klerg]]
Sekretour : [[Frañsez Vallée]]
Teñzorier : [[Adrien de Carne]] . ......
Izili : Abad [[Yann-Vari Perrot]], [[Abad Jezegou]], [[Abad Mary]], [[J. Cuillandre]], [[Aogust Bocher]], [[Erwan Ar Moal]], [[J. Ollivier]], [[Meven Mordiern]], [[Roparz Hemon]].
Adizili : [[Abeozen]], [[Abad Ar Gov]] Douarnenez , [[Abad Bozeg]], [[P Caurel]].
 
E 1938, goude marv Ernault, e voe anvet Vallée da rener, ha Roparz Hemon da sekretour.
An enskrivadur diwezhañ a voe graet war ar c'haier-se, a zo d'ar 14 Genver 1939, da lavarout eo e oa tost ar brezel : ne zreistvevas ket ar Vreuriezh d'an darvoud-se. Daou vloaz war lerc'h e vo sinet [[Emglev miz Gouere 1941]] war atiz Roparz Hemon e-unan, tra ma oa klanv F. Vallée.
 
"War-raok bepred, a-stroll, gant reizh 'vit mad an holl."