Lord Voldemort : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot kemmet: nl:Voldemort
Ankou (kaozeal | degasadennoù)
DDiverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 1:
[[Skeudenn:Ralphfiennesvoldemort.JPG|thumb|right240px|Lord Voldemort, er film ''Harry Potter and the Goblet of Fire''.]]
 
'''Lord Voldemort''' (ganet ''Tom Marvolo Riddle'' e saozneg pe ''Tom Elvis Jedusor'' e galleg) zo ur sorser drouk a glask ren war ar bed e romantoù [[Harry Potter]] skrivet gant [[J. K. Rowling]]. Er ''bestseller'' anvet ''Harry Potter ha [[maen ar furien]]'' (''Harry Potter and the Philosopher's Stone'') (1997) e teu da vezañ enebour-touet Harry Potter. Deskrivet eo evel ur sorser fall a glask dastum ur galloud hep e bar ha dont da vezañ divarvel. Kaz en deus ouzh an holl dud n'o deus ket galloudoù hud hag ouzh ar sorserien ganet diwar tud a seurt-se. Kement a spouron o deus ar sorserien all outañ ma nac'h kalz anezhe distagañ e anv ha ma reont dave dezhañ o lavaret "C'hwi-oar-piv" pe "An Hini-Na-Zleer-Ket-Envel." Memes e heulierien ne implijont ket e anv hag a ra anezhañ ''The Dark Lord'' ("An aotroù du", pe "Aotrou an Deñvalijenn").