Powell Peralta : diforc'h etre ar stummoù
Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
D Robot tennet: de:Powell Peralta |
un tokad difaziañ |
||
Linenn 2:
== Istor ==
Goude e studioù ijinour e [[Stanford University]] e krogas [[George Powell]] da sevel e blankennoù-ruilh e [[1957]]. E [[1974]], e c’houlennas e vab digantañ kaout ur plankenn-ruilh.
Pa guitaas Powell [[Los Angeles]] ez eas d’en em staliañ e [[Santa Barbara]] ([[California]]), hag e kendalc’has da sevel plankennoù-ruilh. E [[1976]] e savas ar plankenn anvet ''Quicksilver ProSlalom'', ha goude-se ar plankenn ''Quicktail''. Kregiñ a reas ivez da sevel rodoù, anvet e voent '''Bones''' (eskern), dre ma oant gwenn. Er memes bloavezh e voe skarzhet eus e labour, neuze e ouestlas holl e amzer d’ar sevel plankennoù-ruilh.
E [[1978]] en em vodas gant [[Stacy Peralta]]. Brudet e oa Peralta e bed ar plankennoù-ruilh, hag e karg e voe eus ar bruderezh hag eus merañ ar skipailh. E [[1979]] e kroujont ur skipailh skaterien anvet [[Bones Brigade]].
Er bloavezhioù 1980 e voe sikouret ur bern skaterien gant an embregerezh : [[Tony Hawk]], [[Franky Hill]], [[Steve Caballero]], [[Steve Saiz]] ha [[Colin McKay]] da skouer. E dibenn ar bloavezhioù-se e voe krouet embregerezhioù plankennoù-ruilh nevez. Ur bern skaterien a guitaas Powell Peralta d’ar mare-se, pe evit mont gant un embregerezh all, pe evit krouiñ o embregerezh dezho. E dibenn [[1991]] ez eas kuit [[Stacy Peralta]].
An embregerezh a zeuas da vezañ ''Powell Corporation''. Daoust d’an diaesterioù argant a zo bet e kendalc’h c’hoazh an embregerezh da vont hiziv an deiz. E [[2005]] en em strollas en-dro Powell ha Peralta, ha lakaat a rejont adembann ar plankennoù-ruilh brudetañ bet ijinet ganto.
|