Landerne : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Neert (kaozeal | degasadennoù)
Linenn 22:
== Douaroniezh ==
== Istor ==
A-gozh e sav diazezadur ur gêr e traoñ aber ar stêr [[Elorn]]. Seblantout a ra an anv Landerne dont pe eus Lann + [[Ternog]] pe eus Lann + [[Tenenan]], a oa o-daou ermited eus ar seizhvet kantved.
Anv a zo eus Landerne er paperoù ofisiel er boaz 1206.
Gouzout a reer avat e oa annezet al lec'h gant [[Gallo-Romaned]] dre ma oa ur c'hroazhent a-bouez-bras en em gave aze a-drugarez d'ar roudour da vont eus an daou du eus ar stêr.
Pemp hent kozh a zo :
- Hent [[Montroulez]], a dremene dre an ospital kozh hag ar [[Roc'h-Morvan]] ;
- Hent [[Karaez]], dre an ospital kozh ha krec'hienn kozh [[Penn-ar-C'hrann]] (hent ospital [[Ferdinand Grall]] bremañ);
- Hent [[Kemper]], dre straed [[Daoulaz]] ha [[Lannurvan]] ;
- Hent [[Brest]] dre Gêrlaran ;
- Hent [[Lesneven]] dre Beler.
 
'''An Henamzer'''
Adalek ar 5vet kantved, ec'h en emgav ar Vrezhoned en Arvorig hag a annezas en draonienn. E-pad meur a gantved e voe gwarezet ar stêr Elorn gant kestell ar Roc'h-Morvan hag, izeloc'h, Gwarez-Laouen.
 
'''Ar Grenn-amzer'''
Adalek penn-kentañ ar Grenn-amzer e oa Landerne perc'hentiezh tiegezh galloudus Leon hag e 1363 e voe hini tiegezh ar Roc'haned, dre un eured. An eured-se a verzer o sellout ouzh ardamez kêr Landerne : al leon evit tiegezh Leon ha kroazvein evit tiegezh Roc'han.
 
'''Amzerioù modern'''
Dindan ren ar rouaned e oa ur gêr a-bouez rak kêrbenn [[Priñselezh Leon]] e oa. Meur a wech e voe gwallaozet ar gêr en abeg d'ar brezelioù : gant an [[Normaned]], gant ar Saozon ([[Brezel Kant vloaz]]), gant [[Brezel an Ere]] ivez. Da vare an [[Dispac'h Gall]] e oa endeo ur geoded vihan a veve diwar Kenwerzh ar Mor, gant ur c'huzul-kêr, a veze kadoriet gant ur [[prokulor-sindik]] da gentañ ha goude-se gant ur maer, adalek 1692.
 
'''An Dispac'h Gall'''
An Dispac'h ne voe ket fall evit Landerne rak frankizour e oa ar boblañs dre vras. [[Ar Gonvañsïon]] a zivizas zoken ober eus Landerne kêrbenn departamant nevez-krouet "[[Penn-ar-bed]]" (dezvad an 19 a viz Gouere 1793). Kement-se a badas 16 miziad hepken avat.
 
'''Ar Rezverzhioù greantel'''
A bep seurt atalieroù a voe digoret e Landerne da vare ar reverzhioù greantel.
Labouradegoù boujiennoù, soavon, bier, bangounelloù-burezh, ha dreist-holl ar Wiaderezh, "Société Linière du Léon", war hent [[Landivizio]], he devoe betek 2500 micherour.
An hent-houarn a gendaolas da ziorrenadur ar gêr dre he liammañ ouzh [[Paris]] ha Kemper, adalek 1865.
 
Da heul ar brezel 14 e tigeskas ar boblañs e kêr e-pad ur pennad. Goude 1944 e kresk ar boblañs a-nevez
 
Un nebeut darvoudoù o deus merket istor Landerne
1336 Diazezadur an ospital, a voe dilec'hiet da straed an harluidi e 1660
1510 [[Pont Roc'han]] adsavet
1604 Savidigezh porched [[iliz Sant-Houarzhon]]
1607 Savidigezh tour [[iliz Sant-Tomaz]]
1664 Savidigezh ti Leurgêr ar Marc'had lezanvet bremañ "Ti an Dugez Anna", gwechall [[ti ar Sechenaliezh]]
1701 Savidigezh [[kouent an Ursuladezed]], a voe implijet goude-se evel ospital, toull-bac'h, kazarn, ha bremañ lise (Lise an Elorn bremañ)
1728-1788 Adsavidigezh ar c'haeoù
1828 Ar Ganol
1860 Dibenn adsavidigezh iliz sant-Houarzhon, a oa a-raok e plas ar C'hredit Labour-Douar e-kichen ar Family. Dalc'het e voe ar porched (eus an [[Azginivelezh]]) hag an tour
 
'''Gweladennerien vrudet'''
1373 [[Gwesklin]]
1505 [[Anna Vreizh]]
1681 [[Vauban]]
1777 [[Jozef II]] impalaer Aostria, breur [[Marie-Antoinette]]
1796 [[Hoche]]
1834 [[Victor Hugo]]
1858 [[Napoleon III]] hag e wreg
 
== Brezhoneg ==
*Karta [[Ya d'ar brezhoneg]] zo bet sinet gant an ti-kêr.