Steredenn : diforc'h etre ar stummoù

Kemm ebet er vent ,  11 vloaz zo
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
No edit summary
No edit summary
[[Skeudenn:Solar prominence from STEREO spacecraft September 29, 2008.jpg|thumb|An [[Heol]], steredenn dostañtostañ an [[Douar (planedenn)|Douar]]]]
 
Ur '''steredenn''' zo ur voull plasma zo ken bras he [[treuzkiz|zreuzkiz]] (meur a gantad milliadoù kilometroù) hag he [[tolz|zolz]] ken e tizh al lodenn greiz — ar galonenn — ar wrez ret (war-dro ur milion a [[kelvin|gelvinoù]] d'an nebeutañ) da loc'hañ un argerzh teuziadur nukleel. Kas a ra ar steredennoù eta skinadurioù er spektr gwelus, er c'hontrol eus ar pep brasañ eus ar planedennoù (evel an [[Douar (planedenn)|Douar]]) a resev o energiezh dreist-holl diouzh ar steredenn pe eus ar stered a gelc'htroont en o zro. E-pad ul lodenn vras eus he buhez, kent d'he fourvezioù energiezh da vont da hesk, e vez ur steredenn e kempouez hidrostatek dindan levezon daou nerzh oc'h enebiñ : ar [[gravitadur]], a c'hallfe lakaat ar steredenn da gouezhañ en he foull warni hec'h-unan, hag ar gwask sinetek a zeu eus an argerzh teuziadur nukleel, a c'hallfe, war ar c'hontrol, lakat ar sterenn da darzhañ. An [[Heol]] e-unan zo ur steredenn dibar a-walc'h zo heñvel a-walc'h e zolz, war-dro 2×1030 kg, ouzh hini ar stered all.
Implijer dizanv