Ludwig van Beethoven : diforc'h etre ar stummoù

Endalc’h diverket Danvez ouzhpennet
Diverradenn ebet eus ar c'hemm
Linenn 5:
== Buhezskrid ==
 
Ganet eo bet Beethoven en niv. 515 Bonngasse (hiziv niv. 20 Bonngasse) e [[Bonn]]. eusMab e oa da [[Johann van Beethoven]] ([[1740]]–[[1792]]) ha da [[Magdalena Keverich van Beethoven]] ([[1744]]–[[1787]]). Badeziet eo bet Beethoven d'ar 17 a viz Kerzu, met e familh ha diwezhatoc'h e gelenner Johann Albrechtsberger a lide e zeiz-a-bloaz d'ar 16 a viz Kerzu.
 
Kelenner sonerezh kentañ Beethoven a voe e dad, ur soner e lez [[Priñs-dilenner]] Bonn hag a oa hervez doare ur stummer garv hag andiawel. Alies e c'hoarveze gant Johann distreiñ d'ar gêr eus un davarn e kreiz an noz ha sachañ Ludwig yaouank er-maez eus e wele dezhañ da seniñ evitañ hag evit e vignoned. Donezon Beethoven a voe anavezet hag eñ yaouank-tre c'hoazh. E gelenner bouezus kentañ a voe [[Christian Gottlob Neefe]]. E 1787 e veajas Beethoven yaouank da Vienna evit ar wezh kentañ. Eno e c'hellfe bezañ en em gavet gant [[Wolfgang Amadeus Mozart]] ha bezañ sonet evitañ. Rediet e voe da zistreiñ d'ar gêr gant m'edo e vamm o vervel diwar an [[torzhellegezh|dorzhellegezh]]. Mamm Beethoven a varvas hag eñ 16 bloaz, ha meur a vloavezh-pad eo bet e karg da zesevel e zaou vreur dre ma troe e dad da voesonier gwasoc'h-gwashañ.